CHABISTR IX.
1An allians kenta he doa eta ive ordrenansou evit ar zervich divin, hag eun tabernacl var an douar. 2Rag great e oe an tabernacl kenta, en pehini e oa ar c’hantoleur, an daol, hag ar baraou consacret; hag hennes a oa galvet al leac’h santel. 3Hag en tu‐all d’an eil voal e oa an tabernacl, hanvet al leac’h santella; 4eno e oa an ezanzouer aour, hag an arc’h a allians, goloet gant aour tro‐var‐dro, en pehini e oa ar pod‐aour, hag ar manna enhan, ha gwialen Aaron, var behini e savaz bleun, ha taolennou an allians. 5Ha dreist ar re‐man e oa kerubined ar gloar, a c’holoe gant ho skeud ar propitiatouar; mes n’eo ket red deomp komz breman divarben pep hini euz an traou‐ze. 6Hogen, an traouman o veza lakeat evel‐se en urz, ar veleien a ia dalc’hmad er c’henta tabernacl, evit ober ar servich divin; 7mes ebarz an eil, ar beleg‐braz hep‐ken a ia, eur vech bep bloaz; nann hep kemer goad, a vez offret ganthan, evithan he‐unan hag evit pec’hejou ar bobl; 8ar Spered‐Santel o rei da anaoud dre gement‐se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e‐pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta; hag an draman a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên, 9rag breman ec’h offrer donezonou ha sacrifisou, pere na hellont ket renta parfet, e‐kenver ar goustians, 10an hini a ra ar servich, o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep‐ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.
11Mes ar C’hrist, o veza deuet evel ar Beleg‐braz euz ar madou da zond, goude beza tremenet dre eun tabernacl brassoc’h ha parfetoc’h, ha n’eo ket bet great gant daouarn an dud, da lavaret eo, ha n’eo ket euz an traou crouetman, 12a zo bet antreet eur vech hep‐ken el leac’h santella, nann gant goad bouc’hed, ha goad loeou, mes gant he oad he‐unan, o veza gounezet eur redemption eternel. 13Rag mar deu goad ar c’holeou hag ar bouc’hed, ha ludu eun ounner o veza skulliet var ar re a zo souillet, da zantifia anezhe evit ar pez a zell ar burification euz ar c’hig, 14pegement muioc’h goad ar C’hrist, pehini, dre ar Spered eternel, a zo en em offret he‐unan dinam da Zoue, ne zeui‐hen ket da nettaad ho coustians euz an oberou maro, evit ma teuot da zervicha an Doue beo!
15Abalamour da ze hennes eo ar Mediator euz eun allians nevez, evit ma teuio ar re o zo bet galvet, eur vech paeet dre ar maro ar pec’hejou great dindan an allians kenta, da receo ar bromessa euz an heritach eternel. 16Rag el leac’h ma’z euz eun testament, ez eo red ma vez prouvet maro an hini hen deuz great anezhan; 17rag goude ar maro eo e teu eun testamant da veza mad, pa’z eo gwir n’hen deuz nerz e‐bed e‐pad ma’z eo beo an hini hen deuz great anezhan. 18Dre‐ze ive an allians kenta n’eo ket bet etablisset hep rankout skullia goad. 19Rag, goude m’hen doe Moises discleriet d’an holl bobl an holl gourc’hemenou euz al lezen, e kemeraz goad al loeou hag ar bouc’hed, gant dour ha gant gloan ruz, ha gant bodennou hysop, hag e strinkaz var al levr he‐unan ha var an holl bobl, en eur lavaret: 20He‐man eo goad an allians pehini hen deuz Doue gourc’hemenet evidoc’h. 21Strinka a reaz ive ar goad var an tabernacl ha var an holl vesseliou euz ar zervich. 22Ha kazi an holl draou a vez purifiet gant goad, hervez al lezen, hag hep skul goad n’euz ket a bardon.
23Red e oa eta d’an imachou euz an traou a zo en envou, beza purifiet evel‐se, mes red e oa d’an traou celestiel beza purifiet gant sacrifisou excellantoc’h eged ar re‐ze. 24Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo‐ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp. 25Nann evit en em offr he‐unan meur a vech, evel ma teu ar beleg‐braz da antren bep bloaz el leac’h santella gant eur goad ha n’eo ket he hini he‐unan, 26(rag neuze hen dije ranket souffr meur a vech abaoe m’az eo crouet ar bed); mes breman, eur vech hep‐ken, da fin an oajou, ez eo en em ziskouezet evit lakaad fin d’ar pec’hed, ouz en em zacrifia he‐unan. 27Hag evel ma’z eo red d’an dud mervel eur vech, ha goude‐ze e teu ar varn; 28evel‐se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.