CHABISTR X.
1Hogen, al lezen, o veza n’he deuz ket an imach gwirion euz an traou, mes ar skeuden hep‐ken euz ar madou da zond, na hell james dre ar sacrifisou‐ze a vez offret ato, bep bloaz, renta parfet ar re a dosta outhe. 2Anez e vije bet ehanet da offr anezhe, pa’z eo gwir ar re a rea ar zervichse, eur vech ma vijent purifiet, n’ho divije bet mui santet ar beac’h euz ho fec’hejou. 3Mes er sacrifisou‐ze, e tigasser da zonj, bep bloaz, euz ar pec’hejou; 4rag impossubl eo e teufe goad ar c’holeou hag ar bouc’hed da lemmel kuit ar pec’hejou. 5Abalamour da ze, eo e lavar ar C’hrist, en eur zond er bed: N’ec’h euz goulennet na sacrifis nag offrans e‐bed, mes roet ec’h euz d’in eur c’horf. 6N’ec’h euz ket kemeret a blijadur er sacrifisou a vez devet en tan, nag er sacrifisou evit ar pec’hed. 7Neuze me em euz lavaret: Setu e teuan, O Doue! evit ober da volontez, evel ma’z eo scrivet divar va fen e rulien al levr. 8Goude m’hen deuz lavaret huelloc’h: N’ec’h euz goulennet na loen da laza, nag offrans, na sacrifis da zevi, na sacrifis all e‐bed evit ar pec’hed, (traou hag a vez offret hervez al lezen:) ha n’oud ket bet en em blijet enhe; e lavar c’hoas: Setu ma teuan, O Doue, evit ober da volontez. 9Diskar a ra ar sacrifis kenta, evit lakaad an eil en he blas. 10Dre vertuz ar volontez‐ze eo ez omp santifiet, dre an offrans great eur vech hep‐ken euz a gorf Jesus‐Christ. 11Ouz‐pen‐ze, peb beleg en em brezant bemdez, oc’h ober ar zervich, hag oc’h offr meur a vech ar memeus sacrifisou, pere na hellont james lemmel ar pec’hejou; 12mes he‐man, o veza offret eur sacrifis hep‐ken evit ar pec’hejou, a zo azezet da viken en tu deo da Zoue, 13o c’hortoz a‐vreman ma vezo he inimied lakeat da scabel dindan he dreid. 14Rag, dre eun offrans hep‐ken hen deuz rentet parfet da viken ar re a zo santifiet. 15Hag ar Spered‐Santel ive a ro testeni deomp a gement‐se; rag, goude beza lavaret da genta: 16Setu aman an allians a rin ganthe goude an deiziou‐ze, eme an Aotrou: Me a lakai va lezennou en ho c’halonou, hag a scrivo anezhe en ho ententamant; 17e lavar c’hoas: Ha na zalc’hin mui a zonj euz ho fec’hejou nag euz ho gwall oberou. 18Hogen, el leac’h ma’z eo peur‐achu pardon ar pec’hejou, n’euz mui ezom a zacrifis evit ar pec’hed.
19Rag‐ze, breudeur, pa hon euz al liberte da antren el leac’h santel dre oad Jesus, 20dre an hent nevez ha beo hen deuz digoret deomp a‐dreuz ar voal, da lavaret eo, a‐dreuz he gig; 21hag o veza ma hon euz eur Beleg‐braz hag a zo lakeat var di Doue; 22tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur. 23Dalc’homp stard ar brofession euz hon esperans; rag fidel eo an hini hen deuz great ar bromessa. 24Ha sellomp gant evez an eil ouz egile, evit en em dougen d’ar garantez ha d’an œuvrou mad. 25Na zilezomp ket hor reunion assambles, evel ma’z eo custum hinienou d’hen ober, mes en em exhortomp an eil egile, ha kement‐se gant sul‐vui a aket, ma velit an Deiz o tostaad.
26Rag ma pec’homp dre hor bolontez, goude beza recevet an anaoudegezeuz ar wirionez, na choum mui a zacrifisou evit ar pec’hejou, 27mes eur gortoz heuzus a varnedigez hag eur gwall dan, pehini a dle devori an enebourien. 28Piou‐benag a zeu da derri lezen Moises, a vez lakeat d’ar maro hep truez e‐bed, var desteni daou pe dri; 29a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras? 30rag anaoud a reomp an hini hen deuz lavaret: Ar venjans a zo d’in‐me; me a rento tra evit tra, eme an Aotrou. Ha c’hoas: An Aotrou a varno he bobl. 31Eun dra heuzus eo kweza etre daouarn an Doue beo,
32Hogen, ho pezit sonj euz an deiziou kenta, en pere, goude beza bet sclerijennet, hoc’h euz dalc’het pen da eur gombat vraz a boaniou; 33pa ez oc’h bet, euz eur c’hostez, exposet dirag an holl d’an dismegans ha d’ar persecutionou, hag euz eur c’hostez‐all, pa hoc’h euz kemeret lod euz a boaniou ar re a oa evel‐se gwall‐dretet. 34Rag c’houi hoc’h euz ive ken‐c’houzanvet ganen em liammou, hag hoc’h euz anduret gant joa e vije lammet diganeoc’h ho madou, o c’houzoud penaos hoc’h euz en env gwelloc’h danvez, hag a zo padus. 35Rag‐se na daolit ket diouzoc’h ho fizians, pehini he devezo eur recompans vraz. 36Rag ezom hoc’h euz a batianted, evit, goude ma ho pezo great bolontez Doue, ma recevfot ar pez a zo bet prometet. 37Rag c’hoas eun neubeudic amzer, hag an hini a dle dond a erruo, ha na zaleo ket. 38Hogen an den just a vevo dre ar feiz; mes, mar den unan‐benag d’en em denn kuit, va ene na gemer ket a blijadur enhan. 39Evidomp‐ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.