CHABISTR IV.
1Mes evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe, 2o veza gwall nec’het, abalamour ma teskent ar bobl, ha ma c’hannonsent resurrec‐tion ar re varo en Jesus. 3Hag e crogjont enhe, hag ho zaoljont er prizon beteg an deiz varlerc’h, rag divezad e oa dija. 4Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var‐dro pemp mil.
5Mes an deiz varlerc’h, e c’hoarvezaz ma en em assamblaz en Jerusalem chefou ar bobl, ar re Ancien hag ar Scribed, 6gant Anna, ar beleg‐braz, Caïphas, Ian, Alexandr ha kement hini a oa euz a raç ar veleien; 7hag o veza lakeat an ebestel da zond en ho c’hreiz, e lavarjont dezhe: Dre be seurt galloud, hag en hano piou hoc’h euz‐hu great kement‐man? 8Neuze Per, leun euz ar Spered‐Santel, a lava‐raz dezhe: Renerien ar bobl, ha re Ancien a Israel, 9pa c’houlenner rezon diganeomp hirio evit beza great vad da eun den mac’hagnet, ha ma c’houlenner gant piou ez eo bet pareet; 10gouezit eta, c’houi holl, hag holl bobl Israel, penaos eo dre hano Jesus‐Christ a Nazaret, pehini hoc’h euz crucifiet, hag a zo bet savet gant Doue a‐douez ar re varo; dre hennes eo en em ziskouez an den‐man iac’h dirazoc’h. 11Ar Jesus‐se eo ar mean hoc’h euz taolet kuit, pa edoc’h o vatissa, hag a zo deuet da veza ar mean kenta euz ar c’horn. 12Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e‐bed; rag n’euz hano all e‐bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.
13Pa veljont hardiegez Per ha Ian, hag o c’houzoud e oant tud heb diskamant, tud a‐douez ar bobl, e oant souezet, hag ec’h anavezent e oa bet ar re‐ze gant Jesus. 14Hag o velet eno, assambles ganthe, an den a oa bet pareet, ne gavent netra da lavaret a‐enep. 15Neuze, goude beza gourc’hemenet dezhe mond er meaz euz al Lez‐varn, e cuzuljont etrezhe, en eur lavaret: 16Petra a raimp‐ni d’an dud‐ze? rag an holl en Jerusalem a anavez mad, ho deuz great eur miracl en gwirionez, ha ne hellomp ket hen nac’h. 17Mes evit na vezo ket an dra‐ze brudet pelloc’h e‐touez ar bobl, difennomp outhe, ouz ho gourdrouz stard, komz mui da zen e‐bed en hano‐ze. 18Hag o veza galvet anezhe, e tifenjont stard outhe komz, na kelen e doare e‐bed en hano Jesus. 19Mes Per ha Ian a res‐pontaz dezhe: Barnit hoc’h unan mar d’eo just dirag Doue, senti ouzoc’h kentoc’h eged ouz Doue? 20Rag evidomp‐ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet. 21Goude beza ho gourdrouzet stard, e laoskjont eta anezhe da vond kuit, dre na gavent tu e‐bed d’ho funissa, abalamour d’ar bobl; rag an holl a c’hlorifie Doue euz ar pez a oa erruet. 22Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl‐ze, hen doa tremen daou‐ugent vloaz.
23Goude ma oent bet leusket, e teujont etrezeg ho breudeur, hag e tisclerjont dezhe kement a oa bet lavaret dezhe gant prinsed ar veleien hag ar re Ancien. 24Ar re‐man, pa glevjont kement‐se, a zavaz ho mouez assambles etrezeg Doue, hag a lavaraz: Aotrou, te eo an Doue hen deuz great an env, an douar, hag ar mor, hag an holl draou a zo enhe; 25hag ec’h euz lavaret dre c’henou David da zervicher: Perag ema an nationou drouk‐contant, ha perag ho deuz ar boblou lakeat en ho fen sonjezonou ven? 26Rouane an douar a zo en em zavet, hag ar brinsed a zo en em dastumet assambles a‐enep an Aotrou, hag a‐enep he Grist. 27Rag Herodes ha Pons‐Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a‐enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet, 28evit ober kement tra ho doa da zorn ha da volontez decidet a vije great. 29Ha breman, Aotrou, sell ouz ho gourdrouzou, ha gra ma teui da zervicherien da annons da c’her gant peb hardiegez; 30en eur astenn da zorn, evit ma vezo pareet ar re glanv, ha great miraclou ha burzudou dre hano da Vab santel Jesus.
31Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant assambles a grenaz; hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag ec’h annonsent Ger Doue gant hardiegez.
32Hogen, an niver braz euz ar re ho doa credet ne oant holl nemed eur galon hag eun ene; hag hini anezhe na lavare e oa dezhan tam e‐bed euz ar madou hen doa; mes pep tra a oa commun etrezhe. 33Hag an ebestel a roe testeni, gant kalz a nerz, euz a resurrection an Aotrou Jesus; ha bez’ e oa eur c’hras vraz varnezhe holl. 34Rag ne oa den ezomec e‐bed en ho zouez; rag kement hini hen doa douarou pe tiez, a verze anezhe, hag a zigasse ar priz euz ar pez hen doa gwerzet. 35Lakaad a reant an arc’hant e c’harz treid an ebestel; hag e vije lodennet da bep hini diouz an ezom hen doa.
36Evel‐se Joses, les‐hanvet Barnabas gant an ebestel, da lavaret eo, mab a gonsolation, eul Levit, ginnidic euz a Cipra, 37hag hen doa eur park, a verzaz anezhan, hag a zigassaz an arc’hant, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel.