CHABISTR III.
1Per ha Ian a oa o sevel assambles d’an templ da heur ar beden, da lavaret eo, an naoved heur. 2Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e‐tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ. 3He‐man, pa velaz Per ha Ian o vond da antren en templ, a c’houlennaz an aluzen diganthe. 4Mes Per, en eur sellet piz outhan, assambles gant Ian, a lavaraz dezhan: Sell ouzomp. 5Hag hen a zelle gant evez outhe, oc’h esperout kaoud eun dra‐benag diganthe. 6Neuze Per a lavaraz dezhan: Me n’em euz nag arc’hant nag aour; mes ar pez em euz, a roan d’id; en hano Jesus a Nazaret, sav ha bale. 7Hag o veza croget en he zorn deo, e savaz anezhan; ha rag‐tal pal he dreid hag he zaou‐ufern a zeuaz da veza krenv; 8hag en eur ober eul lam, e savaz en he za, hag e valeaz, hag ez eaz en templ ganthe, en eur vale, en eur lampad hag en eur veuli Doue. 9Hag ar bobl holl a velaz anezhan o vale hag o veuli Doue. 10Hag ec’h anavezjont e oa hennes an hini a oa azezet ouz dor Gaer an templ o c’houlen an aluzen; hag e oent souezet braz ha karget a admiration gant ar pez a oa c’hoarvezet ganthan.
11Hag o veza ma ne deue ket an den kam, a oa bet pareet, da guitaad Per ha Ian, ar bobl holl souezet braz a ziredaz d’ho c’havoud er porchet a c’halveur porchet Salomon.
12Mes Per, o velet kement‐se, a lavaraz d’ar bobl: Tud a Israel, perag oc’h‐hu souezet euz a gement‐man? pe perag ema ho taou‐lagad batet varnomp‐ni, evel pa vez dre hon galloud hon‐unan, pe dre hor zantelez hor bije roet da he‐man ar bale? 13Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte. 14Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer; 15hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a‐douez ar re varo: ni a zo testou euz a gement‐se. 16Dre ar feiz en he hano eo, hen deuz he hano krenveet an den‐man a velit hag a anavezit; hag ar feiz enhan eo, hen deuz roet d’an den‐man ar iec’hed parfet‐se dirazoc’h holl. 17Ha breman, breudeur, gouzoud a ran penaos hoc’h euz great kement‐se dre ignorans, kerkouls hag ho chefou. 18Mes evel‐se eo hen deuz Doue accomplisset ar pez hen doa lavaret dre c’henou he holl brofeted, e tlie ar C’hrist soufr. 19Rag‐se eta bezit keuz ha distroit, evit ma vezo effaset ho pec’hejou, evit ma teuio amzeriou a freskadurez a‐berz an Aotrou, 20ha ma tigasso deoc’h an hini a zo bet annonset deoc’h araog, ar C’hrist Jesus, 21hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer. 22Rag Moises hen deuz lavaret d’hon tadou: An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h, euz a‐douez ho preudeur, eur profet evel‐d’oun; selaouit anezhan e kement a lavaro deoc’h. 23Ha piou‐benag na zelaouo ket ar profet‐se, a vezo distrujet agrenn euz a‐douez ar bobl. 24An holl brofeted ho deuz komzet adaleg Samuel, hag ar re a zo deuet var he lerc’h, ho deuz annonset ive an deiziou‐man. 25C’houi a zo bugale ar brofeted, hag euz an allians hen deuz great Doue gant hon tadou, en eur lavaret da Abraham: An holl famillou euz an douar a vezo benniget en da lignezte. 26Evidoc’h‐hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini ac’hanoc’h euz he fallentez.