CHABISTR XX.
1Pa oe ehanet an drouz, Paol a c’halvaz an diskibien d’he gavoud, ha goude beza kimiadet outhe, e partiaz evit mond da Vacedonia.
2Goude m’hen doa tremenet dre ar c’hosteziou‐ze, ha m’hen doa exhortet ar breudeur dre veur a brezegen, e teuaz d’ar Gres.
3Pa oe bet choumet eno tri miz, ar Judevien o veza stignet pechou dezhan, pa oa o vond da embarki evit ar Syri, ar breudeur a oe ali dezhan da zistrei dre ar Macedonia. 4Hag e oe ambrouget beteg en Azi gant Sopater euz a Verea, Aristark ha Secondus euz a Dessalonika, Gaius euz a Zerb, Timoteus, Tichikus ha Trophimus, euz an Azi. 5Ar re‐man, o veza eat araog, a c’hortozaz ac’hanomp en Troas. 6Ha ni, goude an deiziou euz ar bara hep goell, en em ambarkaz en Philippos, hag e teujomp en pemp devez d’ho c’havoud en Troas, en peleac’h e choumjomp seiz devez.
7D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter‐noz. 8Hogen, bez’ e oa kalz a lampou er gampr huel leac’h ma oant en em dastumet. 9Hag eun den yaouank, hanvet Eutikus, pehini a oa azezet var eur prenestr, a choumaz kousketmaro, e‐pad ar brezegen hir a rea Paol, hag e‐kreiz he gousk, e kwezaz euz an trede estach d’an traon, hag e oe savet ac’hane maro. 10Mes Paol, o veza diskennet, en em astennaz varnezhan, hen kemeraz etre he zi‐vreac’h, hag a lavaraz: Na vezit ket nec’het, rag ema he ene enhan. 11Hag o veza pignet adare, hag o veza torret ar bara, ha debret, e komzaz outhe eur pennad mad, bete goulou‐deiz, ha goude‐ze ez eaz kuit. 12Hogen, kas a rejont kuit an den yaouank beo, hag e oent consolet braz.
13Hogen ni, o veza eat araog var al lestr, a ieaz etrezeg Assos, en peleac’h e tliemp kemer Paol; rag evel‐se hen doa gourc’hemenet, o veza ma felle dezhan ober an hent var droad. 14Pa oe eta en em gavet ganeomp en Assos, e kemerjomp anezhan, hag e teujomp da Vitylene. 15Hag ac’hane, o vond dre vor, ec’h errujomp, an deiz varlerc’h, dirag Kios. An deiz varlerc’h e teujomp da Zames, hag o veza choumet eur pennadic en Trogyll, e teujomp, an devez goude, da Vilet. 16Rag Paol hen doa decidet tremen en tu all da Ephesus, evit na gollje ket a amzer en Azi, rag hasta a rea buhan evit en em gavout, mar doa possubl dezhan, en Jerusalem, a‐ben deiz ar Pentecost.
17Mes kas a reaz tud euz a Vilet da Ephesus, da c’hervel ar re ancien euz an Iliz. 18Ha pa oent deuet d’hen kavoud, e lavaraz dezhe: C’houi a oar en pe seurt doare ez oun en em gomportet bepred en ho touez, adaleg an deiz kenta ma’z oun antreet en Azi; 19o servicha an Aotrou gant pep humilite, gant kalz a zaelou, hag en kreiz ar poaniou digouezet ganen dre guzuliou fall ar Judevien; 20ha penaos n’em euz kuzet diouzoc’h netra euz an traou a oa talvoudec deoc’h, ha n’oun ket bet manket d’ho discleria deoc’h, ha d’ho kelen dirag an holl, hag euz an eil ti d’egile; 21o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e‐kenver Doue, hag ar feiz e‐kenver Jesus‐Christ hon Aotrou. 22Ha breman, en liammou ar Spered, ez an da Jerusalem hep gouzout petra a dle c’hoarvezout ganen eno; 23nemed ma’z oun avertisset gant ar Spered‐Santel ez euz, e pep kear, chadennou hag afflictionou ouz va gortoz. 24Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue. 25Ha setu breman, ec’h ouzon ervad ne velot mui va bisach, c’houi holl e‐touez pere em euz tremenet o prezeg rouantelez Doue. 26Dre‐ze ho kemeret a ran hirio da destou, ez oun neat euz ho koad holl. 27Rag discleriet em euz deoc’h holl bolontez Doue, heb kuzat netra. 28Likit evez eta ouzoc’h hoc’h‐unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered‐Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he‐unan. 29Rag me a oar penaos, goude ma vezin eat kuit, ec’h antreo gwall‐vleizi en ho touez, ha na espernint ket an denved; 30hag e savo euz ho touez hoc’h‐unan tud hag a brezego doctrinou fall, evit tenna an diskibien var ho lerc’h. 31Beillit eta, o kaout sonj penaos, e‐pad tri bloaz n’em euz ket ehanet noz‐deiz da avertissa peb hini ac’hanoc’h gant daelou. 32Ha breman, breudeur, e recommandan ac’hanoc’h da Zoue ha d’ar gomz euz he c’hras, dezhan pehini a hell ho krenvaad, ha rei deoc’h an heritach assambles gant an holl zent. 33N’em euz c’hoanteet nag arc’hant, nag aour, na dillad den e‐bed. 34Ha gouzoud a rit hoc’h‐unan penaos an daouarn‐man ho deuz pourveet d’am ezomou ha da ezomou ar re a oa ganen. 35Diskouezet em euz deoc’h en pep tra, penaos evel‐se, en eur labourad, ez eo red sicour ar re febl, ha derc’hel sonj euz a gomzou an Aotrou Jesus, pehini hen deuz lavaret: Muioc’h a eürusted a zo o rei eged o receo.
36Pa hen doe lavaret kement‐se, en em lekeaz var he zaoulin, hag e pedaz ganthe holl. 37Neuze an holl a oe beuzet en ho daelou, hag oc’h en em deurel da c’houzoug Paol, e pokent dezhan, 38o veza glac’haret dreist holl abalamour m’hen doa lavaret na veljent mui he visach. Hag ez ejont d’hen ambroug beteg al lestr.