CHABISTR XIX.
1E‐pad ma oa Apollos e Corint, Paol, goude beza tremenet dre ar c’hosteziou huella euz an Azi, a zeuaz da Ephesus. Eno e kavaz eun neubeud diskibien, hag e lavaraz dezhe: 2Ha recevet hoc’h euz‐hu ar Spered‐Santel, pa’z oc’h deuet da gredi? Respont a rejont dezhan: N’hon euz ket klevet zo‐ken e vefe eur Spered‐Santel. 3Hag hen a lavaraz dezhe: Pe seurt badiziant hoc’h euz‐hu eta recevet? Ar re‐man a lavaraz: Badiziant Ian. 4Neuze Paol a lavaraz: Ian evit‐gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus. 5O veza klevet kement‐se, e oent badezet en hano an Aotrou Jesus. 6Ha pa hen doe Paol astennet he zaouarn varnezhe, ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhe, hag e komzent meur a seurt langach, hag e profetisent. 7Ha var‐dro daouzec a oa anezhe.
8Neuze oc’h antren er sinagog, e komzaz gant hardiegez e‐pad tri miz, o prezeg hag o lakaad da gredi var ar pez a zell ouz rouantelez Doue. 9Mes, evel ma oa lod hag en em galede ho c’halon ha na gredent ket, hag a zroukkomze euz a hent an Aotrou dirag ar bobl, o veza lezet anezhe, e tispartiaz an diskibien diouthe, hag e prezege bemdez e scol unan hanvet Tirannus. 10Hogen an dra‐ze a badaz e‐pad daou vloaz, en hevelep doare ma teuaz ar re holl a oa o choum en Azi, ken Judevien ken Greked, da glevet ger an Aotrou Jesus. 11Ha Doue a rea burzudou dreist ordinal dre zaouarn Paol; 12en hevelep doare ma lekeet var an dud klanv mouchouerou ha lienennou ho doa touchet ouz he gorf, hag e vijent pareet euz ho c’hlenvejou, hag an drouk‐sperejou a iea er meaz anezhe.
13Neuze darn euz an exorcisted judeo, pere a rede ar vro, en em lekeaz, evit gwelet, da c’hervel hano an Aotrou Jesus var ar re a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, en eur lavaret: Ni a gonjur ac’hanoc’h dre Jesus, an hini a zo prezeget gant Paol. 14Ar re a rea kement‐se a oa seiz mab da Scevas, eur judeo hag unan euz ar re genta e‐touez ar veleien. 15Mes an drouk‐spered a respontaz dezhe: Anaoud a ran Jesus, ha gouzoud a ran piou eo Paol; mes c’houi piou oc’h‐hu? 16Hag an den a oa possedet gant an drouk‐spered en em daolaz varnezhe, hag o veza trec’het anezhe, ho gwall‐dretaz kement, ma tec’hjont euz an ti‐ze en noaz ha gouliet.
17An dra‐ze a oe anavezet gant an holl Judevien hag an holl Greked a oa o choum en Ephesus, hag e oent spountet‐holl; hag hano an Aotrou Jesus a oa glorifiet. 18Ha kalz euz ar re ho doa credet, a zeue da ziscleria ha da anzav ar pez ho doa great. 19Hag eun niver braz euz ar re ho doa great sorcerach, a zigassaz ho levriou, hag ho devaz dirag an holl; ha pa oe countet ar priz anezhe, e oe kavet e save da hanter‐kant mil pez arc’hant. 20Evel‐se e creske meurbed ger an Aotrou, o redec hag o krenvaad muioc’h‐mui.
21Goude‐ze, Paol en em broposaz, en he spered, treuzi ar Macedonia hag an Akaia, ha mond da Jerusalem, en eur lavaret: Goude ma vezin bet eno, e rankin ive gwelet Rom. 22Hag o veza kasset en Macedonia daou euz ar re a oa ouz hen sicour, Timoteus hag Erastus, e choumaz c’hoas eur pennad amzer en Azi.
23Hogen c’hoarvezoud a reaz en amzer‐ze eun drubuil ha ne oa ket bihan, divarben an doctrin. 24Rag eun orfeber, hanvet Demetrius, pehini a rea en arc’hant poltrejou bihan euz a dempl Diana, hag a lake da c’hounid kalz an artizaned a vije ganthan, 25a c’halvaz ar re‐man assambles gant ar re all a rea ar seurt labouriou‐ze, hag a lavaraz dezhe: O tud, gouzoud a rit penaos euz al labour‐ze eo e teu hor gounidegez; 26ha gwelet a rit, hag e klevit lavaret penaos, n’eo ket hep‐ken en Ephesus, mes kazi dre an Azi holl, hen deuz ar Paol‐ze persuadet ha distroet kalz a dud, en eur lavaret n’int ket doueou ar re a zo great gant daouarn an dud. 27Ha n’eo ket evidomp‐ni hepken ez euz da ziwall ne vez gwall‐vrudet hor micher, mes templ an itroun vraz Diana zo‐ken a hell kweza en dismegans, hag ar vajeste anezhi, henoret en holl Azi hag er bed holl, a hell ive beza kasset da netra.
28Pa glevjont kement‐se, e oent kounnaret‐holl, hag e crijont, en eur lavaret: Braz eo Diana an Ephesied! 29Hag ar gear holl a oe leun a zireiz: hag e redjont holl assambles d’an theatr, o skleja ganthe Gaius hag Aristark, tud euz a Vacedonia, ha ken‐veajourien da Baol. 30Hogen Paol a felle dezhan mond dirag ar bobl; mes an diskibien n’her permetjont ket dezhan. 31Hag unan‐benag memeus euz a chefou an Azi, pere a oa mignoned dezhan, a gassaz tud d’hen pedi n’ez aje ket d’an theatr. 32Darn eta a lavare eun dra, ha re all eun dra all; rag an assamble a oa direizet, hag an darnvuia na ouient ket evit petra e oant deuet assambles.
33Neuze e tenjont Alexandr euz a‐greiz ar bobl, hag ar Judevien a lake anezhan er pen araog; hag Alexandr, oc’h ober sin gant he zorn, a felle dezhan ho difen dirag ar bobl. 34Mes, kerkent ha m’ho doe anavezet e oa eur Judeo, an holl en eur vouez, e‐pad div heur, pe var‐dro, a griaz: Braz eo Diana an Ephesied!
35Neuze ar greffier euz a gear, o veza lakeat ar bobl da choum sioul, a lavaraz: Tud a Ephesus, piou eo eta an den ha na oar ket penaos kear an Ephesied a zo consacret d’an doueez vraz Diana, evit diwall anezhi, hag he imach a zo diskennet euz an env? 36Pa’z eo gwir na hell den dislavaret kement‐se, e tleit choum sioul, hag heb ober tra e‐bed gant buhanegez. 37Rag an dud‐se hoc’h euz digasset aman, n’ho deuz great sacrilach e‐bed, na lavaret blasphem e‐bed a‐enep ho toueez. 38Mar hen deuz Demetrius hag an artizaned a zo ganthan eur c’hlem‐benag da ober a‐enep den, ez euz deveziou a audianç ha proconsuled; ra c’halvo an eil egile d’al lez‐varn. 39Ha mar hoc’h euz eun dra‐benag all da c’houlen, ec’h hello kement‐se beza decidet en eun assamble hag a vezo hervez al lezen. 40Rag en danjer omp da veza tamallet a revolt abalamour d’an drouz a zo bet hirio, pa n’euz rezon e‐bed dre behini ec’h hellomp rei digarez d’an dud da veza bet en em zavet evel‐hen. 41Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e kassaz kuit an assamble.