I Corintied 8
CHABISTR VIII.
1Evit ar pez a zell an traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos hon euz holl an anaoudegez a gementse. Hogen an anaoudegez a laka an dud d’en em c’houeza, mes ar garantez a edifi. 2Ha mar d’euz unan‐benag hag a sonj dezhan e oar eun dra‐benag, ne oar c’hoas netra evel ma tleer gouzout. 3Mes mar d’euz unan‐benag hag a gar Doue, hennes a anavez Doue. 4Dre‐ze eta, var ar pez a zell dibri traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos eun idol n’eo netra er bed, ha penaos n’ez euz nemed eun Doue hep‐ken. 5Rag, petra‐benag ma’z euz en env ha var an douar lod hag a zo hanvet doueou (evel m’az euz e gwirionez meur a zoue ha meur a aotrou), 6koulskoude ni n’hon euz nemed eun Doue hep‐ken, an Tad, euz a behini e teu an holl draou, hag ez omp bet crouet evithan; hag eun Aotrou kep‐ken, Jesus‐Christ, dre behini ema an holl draou, ha ni a zo dreizhan. 7Mes an holl n’ho deuz ket an anaoudegez‐ze; rag beza ez euz tud, pere o credi, evel ma reont c’hoas breman, ez eo an idol eun dra‐benag, a zebr eun dra evel pa vez bet offret d’an idol; hag ho c’houstians o veza febl, a vez souillet.
8Hogen n’eo ket ar pez a zebromp eo hon rent agreabl da Zoue; rag mar tebromp n’hon euz profit e‐bed a gement‐se; ha mar na zebromp ket, n’hon euz ive koll e‐bed. 9Mes likit evez na zeufe al liberte‐ze hoc’h euz, da veza skouer fall d’ar re febl. 10Rag, mar deu unan‐benag da velet ac’hanoud‐te, pehini ec’h euz anaoudegez, azezet ouz taol en templ an idolou, an hini a zo febl a goustians, ha na vezo‐hen ket douget da zibri euz an traou a zo bet offret d’an idolou? 11Hag e vezo kollet dre da wiziegez ar breur febl, evit pehini eo marvet ar C’hrist. 12Evel‐se en eur bec’hi a‐enep ar breudeur, hag oc’h offansi ho c’houstians febl, e pec’hit a‐enep ar C’hrist. 13Rag‐se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.