CHABISTR IX.
1Ha n’oun‐me ket abostol? Ha n’oun me ket libr? Ha n’am euz‐me ket gwelet Jesus‐Christ hon Aotrou? Ha n’eo ket c’houi eo va labour‐me en Aotrou? 2Mar n’oun ket abostol d’ar re all, ez oun da vihana evidoc’h‐hu; rag c’houi eo ar ziel euz va abostoliach en Aotrou. 3Eno ema va difen a‐enep ar re a varn ac’hanoun. 4Daoust ha n’hon euz‐ni ket ar gwir da zibri ha da eva? 5Daoust ha n’omp‐ni ket libr da gas ganeomp dre‐holl eur c’hoar, hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Cephas? 6Pe c’hoas, daoust ha n’euz nemed me ha Barnabas, ha n’ho defe urz e‐bed da choum hep labourat? 7Piou a ia morse d’ar brezel divar he goust he‐unan? Piou a blant eur winien, ha na zebr ket euz he frouez? Pe c’hoas, piou a ro da beuri da eur vanden denved, ha na zebr ket euz ho leaz? 8Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement‐man? Daoust hag al lezen n’hen lavar ket ive? 9Rag scrivet eo e lezen Moises: Ne zalc’hi ket serret muzel an eujen a zo o voustra an ed. Daoust hag euz an eujened eo e kemer Doue sourci? 10Daoust ha n’e ket evidomp‐ni kentoc’h eo e lavar kement‐se? Evidomp‐ni eo hen deuz scrivet e tle an hini a vez oc’h arat an douar, labourat gant esperans, hag an hini a zorn, dorna gant esperans da gaoud he lod. 11Mar hon euz hadet evidoc’h madou spirituel, hag eur gwall dra e vefe deomp medi euz ho madou temporel? 12Mar gra tud all usach euz ar galloud‐se varnoc’h, ha na dleomp‐ni ket hen ober kentoc’h egethe? Koulskoude n’omp ket en em zervichet euz ar galloud‐se, er c’hontrol, anduri a reomp pep tra, gant aoun na zeufe tra e‐bed da herzel ouz Aviel ar C’hrist. 13Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ar re a zervich en traou sacr, a zebr euz an traou sacr, hag ar re a zervich ouz an aoter, ho deuz lod en aoter? 14Evelse ive, an Aotrou hen deuz gourc’hemenet d’ar re a brezeg an Aviel, beva diouz an Aviel.
15Mes evidoun‐me n’oun ket en em zervichet a hini euz an droajou‐ze, ha na scrivan ket an dra‐man, evit ma vezo great evel‐se d’in; rag gwell a vez ganen mervel, eged ma teufe unan‐benag da lemmel diganen ar sujet‐se a c’hloar. 16Rag mar prezegan an Aviel, n’em euz leac’h e‐bed d’en em veuli, rag red eo d’in hen ober; ha malheur d’in‐me, ma na brezegan ket an Aviel! 17Ma her prezegan a galon‐vad, em euz ar recompans; mes ma her gran en despit d’in, em euz koulskoude recevet ar garg d’hen ober. 18Pe seurt recompans em euz‐me eta? Gallout, en eur brezeg an Aviel, etablissa Aviel ar C’hrist digoust da zen, ha tremen heb ober usach euz ar galloud em euz en Aviel. 19Rag, petra‐benag ma’z oun libr e‐kenver an holl, ez oun en em rentet servicher an holl, evit gallout gounid muio’ch a dud. 20Gant ar Judevien ez oun bet evel eur Judeo, evit gounid ar Judevien; evel dindan al lezen gant ar re a zo dindan al lezen, evit gounid ar re a zo dindan al lezen; 21evel hep lezen, gant ar re a zo hep lezen (petra‐benag n’ed oun ket hep lezen e‐kenver Doue, pa’z eo gwir emoun dindan lezen ar C’hrist), evit gounid ar re a zo hep lezen. 22Bet oun evel febl gant ar re febl, evit gounid ar re febl; en em c’hreat oun bet pep tra d’an holl, evit gallout e peb doare gounid unan‐benag. 23Ha kement‐se holl a ran abalamour d’an Aviel, evit ma c’hellin kaoud lod enhan. 24Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos, pa vezer o redec en eur redadec, an holl a red, mes unan hep‐ken a receo ar priz? Redit en hevelep feçon ma c’hounezfot ar priz. 25Pep den hag a glask gounid var ar re all, en em briv a bep tra; hag an dud‐se a ra kement‐se evit kaoud eur gurunen hag a zeu da vreina, mes ni her gra evit kaoud eur gurunen ha na vreino biken. 26Redec a ran eta, n’e ket en avantur; skei a ran, mes n’eo ket taoliou goullo; 27ha criz oun e‐kenver va c’horf va‐unan, hag e lakan anezhan da blega d’in, gant aoun goude beza prezeget d’ar re all, na ven me va‐unan taolet kuit.