CHABISTR IV.
1Ra zeui eta pep hini da gemer ac’hanomp evel servicherien d’ar C’hrist ha dispanserien euz a vysteriou Doue. 2Mes a‐hend‐all, ar pez a c’houlenner digant an dispanserien, eo ma vezo kavet pep hini anezhe fidel. 3Evidoun‐me, a ra neubeud a dra d’in beza barnet ganeoc’h‐hu, pe gant justis an dud; ha n’en em varnan ket va‐unan ken neubeud. 4Rag n’en em zantan coupabl euz a netra; koulskoude, n’oun ket justifiet abalamour da ze; mes an hini a varn ac’hanoun, eo an Aotrou. 5Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.
6Hogen, breudeur, en em lakeat oun va‐unan, hag Apollos assambles ganen, da exempl euz kement‐man holl abalamour deoc’h, evit ma teskot dreizomp‐ni miret da zonjal en tu‐all d’ar pez a zo scrivet, evit na zeui hini ac’hanoc’h d’en em c’houeza gant an ourgouil evit unan ac’hanomp a‐enep egile. 7Rag piou a laka eun differans‐benag etrezoud hag eun all? Ha petra ec’h euzte, ha n’az pefe recevet? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez‐te, evel pa n’az pefe ket hen recevet? 8Dija ez oc’h leun, dija ez oc’h pinvidic, emoc’h o ren hepd’omp‐ni. Plijet gant Doue ma renfac’h evit ma renimp ive assambles ganeoc’h! 9Rag me a zonj penaos Doue hen deuz hon exposet, ni an ebestel, evel an diveza euz an dud, evel tud destinet d’ar maro, o lakaad ac’hanomp da zervichoud da spectacl d’ar bed, d’an elez ha d’an dud. 10Ni a zo foll abalamour d’ar C’hrist, mes c’houi a zo fur er C’hrist; ni a zo febl, mes c’houi a zo krenv; c’houi a zo henoret, mes ni a zo disprijet. 11Bete vreman ec’h anduromp an naoun hag ar sec’hed, hag emomp en noaz; hon skei a rer var hon bisach, hag ez omp o redec aman hag a‐hont; 12poania a reomp, o labourat gant hon daouarn hon‐unan; gwall‐gomz a rer ouzomp, hag e vennigomp; persecuti a rer ac’hanomp, hag her gouzanvomp; 13pa zroug‐prezeg an dud divar hon fen, ni a bed; bete vreman emaomp evel skubien ar bed‐man, tud disprizet gant an holl.
14N’e ket evit ober mez deoc’h eo e scrivan an traou‐man; mes ho kelen a ran evel va bugale muia‐karet. 15Rag, ha pa ho pefe deg mil mestr er C’hrist, n’ho pefe ket koulskoude meur a dad; rag me eo em euz anjandret ac’hanoc’h en Jesus‐Christ, dre an Aviel. 16Dre‐ze ho pedan da gemer exempl ouzin. 17Abalamour da ze eo em euz kasset d’ho kavout Timoteus, pehini eo va mab muia‐karet ha fidel en Aotrou; hen a zigasso sonj deoc’h euz va henchou er C’hrist, ha penaos e kelennan dre holl, en holl Ilizou. 18Hogen, hinienou a zo en em c’houezet gant an ourgouil, evel pa na dlejen ket mond d’ho kwelet. 19Mes mond a rin d’ho kavout hep dale, mar plij gant an Aotrou, hag ec’h anavezin, n’e ket ar c’homzou, mes ar galloud euz ar re a zo c’houezet. 20Rag rouantelez Doue n’ema ket er c’homzou, mes er galloud. 21Penaos eo ar gwella ganeoc’h? Pe ez afen d’ho kavout gant eur skourjez, pe gant karantez, hag en eur spered a zouster?