CHABISTR III.
1Evidoun‐me, breudeur, n’em euz ket gallet komz ouzoc’h evel ouz tud spirituel; mes evel ouz tud kigus, evel ouz bugaligou er C’hrist. 2N’em euz ket roet deoc’h a gig, mes leaz da eva, rag ne oac’h ket c’hoas evit supporti kig; ha breman memeus, ne hellit ket hen ober, rag c’houi a zo c’hoas kigus. 3Rag pa’z eo gwir ez euz etrezoc’h jalouzi, dissension ha meur a barti, ha n’oc’h‐hu ket kigus, ha na valeit‐hu ket hervez an den? 4Rag pa lavar unan: Me a zo diskibl da Baol; hag eun all: Me a zo diskibl da Apollos, ha n’oc’h‐hu ket kigus? 5Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou? 6Me em euz plantet, Apollos hen deuz douret, mes Doue eo hen deuz lakeat da greski. 7Evel‐se ’ta, an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ken neubeud, mes Doue pehini a laka da greski. 8Hogen, an hini a blant hag an hini a zoura a zo henvel ho daou, ha pep hini anezhe a recevo he recompans hervez he labour he‐unan.
9Rag ni a zo labourerien assambles gant Doue; c’houi eo park Doue, batis Doue. 10Hervez ar c’hras a Zoue a zo bet roet d’in, me em euz, evel ma ra eur mestrmaçoner fur diazezet ar fondamant, hag eun all a vatis var‐c’horre; mes lako evez pep hini penaos e vatisso var‐c’horre. 11Rag den na hell diazeza fondamant all e‐bed, nemed an hini a zo bet diazezet, pehini eo Jesus‐Christ. 12Mar deu unan‐benag da vatissa var ar fondamant‐man gant aour, pe arc’hant, pe mein precius, pe koat, foen, soul, 13labour pep hini a vezo diskouezet; rag an deiz hen roio da anaoud, rag discleriet e vezo dre an tân, hag an tân a ziskouezo petra eo labour pep hini. 14Mar choum en he za labour an hini hen devezo batisset var ar font, an den‐ze a recevo ar recompans. 15Mar deu an tân da zevi labour unan‐benag, e ranko anduri ar c’holl; hen he‐unan a vezo salvet, mes evel a‐dreuz an tân.
16Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ez oc’h an templ a Zoue, hag ema Spered Doue o choum enoc’h? 17Mar deu unan‐benag da zistruja templ Doue, Doue a zistrujo anezhan; rag templ Doue a zo santel, ha c’houi eo an templ‐ze. 18Diwallit na zeufe den d’en em drompla he‐unan. Mar d’euz unan‐benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed‐man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur; 19rag furnez ar bed‐man a zo follentez dirag Doue; hervez ma’z eo scrivet: Doue a dap ar re fur en ho finessaou ho‐unan. 20Ha c’hoas: An Aotrou a anavez eo ven sonjezonou an dud fur. 21Rag‐se eta, diwallit na zeufe den da lakaad he c’hloar en dud, rag pep tra a zo deoc’h; 22Paol, pe Apollos, pe Cephas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou a‐vreman, pe an traou da zond; pep tra a zo deoc’h, ha c’houi a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue.