Psalmou 62
LXII PSALM.
1Evit gwir va ené a c’hortoz Doué, rag digant-han e teu va zilvidigez.
2Rag hen̄ he unan eo va roc’h ha va zilvidigez; hen eo va difenner; na vezinn ket kalz keflusket.
3Beté pegeit e klaskit hu traou fall enn enep ann den? c’houi a vezo lazet holl: c’houi a vezo evel eur voger kosti-zet, pe oud eur goz vur horjellet.
4En em guzilia a reont atao evit ober d’ezhan koueza euz he uchelded: keme-roud a reont plijadur er gaou; a c’henou e vennigent, hag a ga-loun evilligent. Selah.
5Koulskoudé va ené douj da Zoué: pa eo digant-han e teu va c’hortoz.
6Rak hen he unan eo va roc’h ha va zilvidigez; hen eo va difenner, na vezinn ket keflusket.
7E Doué ema va zilvidigez, ha va gloar: euz a Zoué e teu va skoazel, ha va fisians a zo e Doué.
8Likid ho fisians enn han e peb amzer: choui pobl fennit hô kalonou dira-z-han: Doué a zo hor skoazel da vikenn. Selah.
9Evit gwir didalvez eo ann dud a stad izel, hag ann dud braz a zo gaouiad: ma vent lekeat er balansou, skanvoc’h e vent eged ann didal-vedigez.
10Na likid ket ho fisians er fallagriez, ha na bezit ket vean e traou laeret: ma hoc’h euz kalz a vadou, na stagit ket ho kaloun out ho.
11Eur weaeh en deuz komzet Doué, hag ann diou, zra-man em euz klevet, penaoz da Zoué eo ar galloud.
12Ha d’id, Aotrou ann drugarez; rak te a zistolo da beb-unan hervez he oberiou.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.