LIX PSALM.
1Tenn ac’hanoun va Doué euz a zaouam va enebourien; ha kas ac’hanoun diouc’h ar ré a zao ouzin.
2Tenn ac’hanoun euz a zaouarn ar ré a ra fallagriez; ha dieub ac’hanoun diouc’hann dud a c’hoad.
3Bak chetu ec’h ao-zont lindagou evid va ene: tud kref a zo en em glasket enn va enep: ne ket evid va fallagriez nag evit va fec’ hed Aotrou.
4Reda a reont, en em reiza a reont hep ma vé fallagriez enn-oun: sav evid di fenn ac’hanoun, ha sell.
5Te Aotrou Doué ann armeou, Doue Israel, en em zihun evit gwelout ann holl vro-adou n’az pez ket a druez oud ar ré holl a ra fallagriez. Selah.
6Distrei a reont diouc’h ar pardaez; harza a reont evel châs, hag a rai ann dro euz a gear.
7Teurel a reont ge-riou fall euz ho genou, hag eur c’hlezé a zo war ho muzellou: rak piou eme-z-ho en deuz klevet?
8Hogen te Aotrou, a c’hoarzô out ho; te a raio goab euz ann holl vroadou.
9Abalamour d’he nerz e c’hortozinn ac’-hanod; o veza ma oud o Doué va gwarezer.
10Va Doué truga-rezuz a ziamhrougo ac’hanoun: Doué a ziskouezo d’in va ioul war va enebourien.
11Na laz ket anez-ho gant aoun na vent ket ankounac’ heet gant va fobl; skin a-nezho gand da nerz; ha diskar anezho o Aotrou va gwarezer.
12Enn abek da zrouk ho genou, ha da c’heriou ho muzellou ra vezint paket enn ho rogentez: hag enn abek d’ar leou douet ha d’ar gevier e lavaront.
13Dispenn anezho gand buanegez, dis-penn anezho ha na ve-zint mui: harac’hwe-zint penaoz Doué eo a rén war Iakob ha be-teg harzou ann douar. Selah.
14Razistroioanezho diouc’h ar pardaez, ha ra harzint evel chas, ha ra raio ann dro euz a gear.
15R’az aint da le-ac’h e leac’h evid klask ho boed, ha ra hiboudint anezhô ma n’ho deuz ket ho gwalch.
16Evid-oun me a gano da ners, hag a veulo gant levenez da drugarez diouc h ar mintin: o veza ma oud deuet da zifenner ac’hanoun, ha d’am dige-merout e deiz va en-krez.
17Kana a rinn d’id o va c’hennerz, o veza ma oud Doué va di-fenner, va Doue va zrugarez.