LI PSALM.
1Az pez truez ou-zin o Doué, hervez da drugarez vraz; hag hervez ann niver hraz euz da vadelesiou, lam va fallagriez.
2Gwalc’h ac’hanoun mui oc’h vui euz va fallagriez: ha neta ac’hanoun euz va fe-c’hed.
3O veza ma aneve-zann va fallagriez; ha ma ema bepred va fec’hed dira-z-oun.
4Enn da enep hep-ken em euz pec’het, ha dira-z-od em euz great ann drouk: evit ma vezi kavet gwi-rion enn da c’heriou, hag e vezi pur pa varnez.
5Rak chetu ounn bet great er falla-griez; hag er pec’hed ounn bet conçevet gant va mamm.
6Rak chetu ec’h euz karet ar wirionez enn diabarz: ha te a ziscouezo d’in fumez e va c’haloun.
7Neta ac’hanoun gant sikadez hag e vezinn glan̄; gwalcho achanoun hag e ve-zinn gwennoch eged ann erc’h.
8Gra d’in da gle-vout dudi ha levenez; hag e trido va eskem ec’h euz brevet.
9Distro da zaoula-gad diouc’h va fec’h-ejou ha lam va holl fallagriezou.
10Krou enn oun eur galoun c’hlan o Doué; ha nevez em c’hreiz eur spered eeun.
11N’am pella ket diouz-id, ha na lam ket digan-en da spe-red santel.
12Ro d’in adarré levenez da zilvidigez: ha starda ac’hanoun gand eur spered a nerz.
13Deski a rinn da henchou d’ar ré fal-lagr: hag ar gwall dud a zistroio ouz-id.
14Va zeun euz ar goad o Doué va zilvi-digez: ha va zeod a veulo gant nerz da justis.
15Digor va muzel-lou Aotrou ha va genou a embanno da veuleudi.
16Rak m’az pe bet c’hoanteet eur sakrifis, em bijé he roet d’id evit gwir; hogen na garfez ket ar sakrifisou losk.
17Sakrifisou Doue a zo eur spered brevet: eur galoun hrevet ha keuziek, o Doué na zispriji ket.
18Gra vad Aotrou da Zion enn da ioul vad; gra ma savo muriou Ieruzalem.
19Neuze te es kavi mad eur sakrifis a justis, ar chennigou, hag ar sakrifisou losk: neuzé e vezo lekeat leûeou war da aoter.