XXXIV PSALM.
1Me a vennigo ann Aotrou e peb amzer; he veuleudi a vezo bepred em genou.
2Va ené a lakai he chloar enn Aotrou; ar re izel a glevo hag en em laouenaio.
3Embannit gan-en meurded ann Aotrou, ha meulit assembles he hano.
4Klasket em euz ann Aotrou, hag hen en deuz klevet ouz-in; hag hen en deuz va zennet euz va holl enkrezou.
5Sellet ho deuz etrezeg enn-han, hag int bet sklerijennet: hag ho visachou n’int ket bet goloet a vez.
6Ar paour ze en deuz kriet hag ann Aotrou en deuz klevet out-han, hag en deuz he zieubet euz he holl enkrezou.
7Eal ann Aotrou en em laka tro war dro var ré a zouj anezhan, hag hen ho dieub.
8Tanvit ha gwelit pegen mad eo ann Aotrou: euruz eo ann den a laka he fisians enn-han.
9Doujit ann Aotrou, choui holl hé zent; rak n’euz ket a zienez evid ar ré a zouj anezhan.
10Ar leonidigou ho deuz dienez ha naoun; hogen ar ré a glask ann Aotrou n’ho de-vezo diouer euz mad ebed.
11Deuit, bugalé, se-laouit ac’hanoun: me a zesko d-e-hoc’h doujans ann Aotrou.
12Piou eo ann den a gar ar vuez, hag a fell d’ezhan kavout kalz deisiou, evit gwelout ar mad?
13Distro da zeod diouc’h ann drouk, ha mîr oud da vu-zellou na livirint ge riou touelluz.
14Distro diouc’h ann drouk ha gra ar mad: klask ar peoc’h, hag heul anezhan.
15Daoulagad ann Aotrou a zo war ar ré vad; hag he zis-kouam a zelaou ho fedennou.
16Hogen daoulagad anu Aotrou a zo troet a-eneh ar ré a ra drouk, evit kolla ann evor anezho diwar ann douar.
17Ann dud just a gri, hag ann Aotrou a glev outho; hag hen a denn anezho euz ho holl enkrezou.
18Ann Aotrou a zo tost d’ar ré a zo en-krezet ho c’haloun: hag ar re izel a spe-red a zieubo.
19Kalz a enkrezou en deuz ann den just; hogen anezho holl eo tennet gand ann Ao-trou.
20Ann Aotrou a vîr ho holl eskem; na vezo ket torret unan anezhô.
21Ar fallagriez a lazo ar ré zroug; hag ar re a gasa ann den just a vezo distrujet.
22Ann Aotrou a zasprenn ené hé zer-vicherien; hag ar ré holl a laka ho fisians enn-han na vezint ket distrujet.