Psalmou 26
XXVI PSALM.
1Bam ac’hanoun Aotrou; o veza em euz kerzet em leal-ded: lakeet em euz va esperans enn Ao-trou na vezinn ket horjellet.
2Gra m’ac’h anevezi Aotrou; ha c’houil ac’banoun: entan va digroazel ha va c’ha-loun.
3O veza ma ema da drugarez dirak va daoulagad; hag em euz baleeet enn da wirionez.
4N’ounn ket het azezet gant ann dud vēn, ha n’az inn ket da gavout ar re a ra fallagriez.
5Kaseet em euz strollad ann dud fall; ha na azezinn ket gand ar re fallagr.
6Gwalc’hi a rinn va daouam enn dinam-ded; hag en em derchel a rinn war dro d’as aoter, O Aotrou.
7Evit ma tisklerinn gant va mouez da veuleudi, ha ma ta-nevellin da holl vur-zudou.
8Aotrou me em euz karet demeurans enn da di, hag al leac’h e pehini a choum da c’hloar.
9Va Doue na goll ket va ene gand ar ré fallagr, na va buez gand ann dud a gar skula ar goad.
10E dourn pere ema ar fallagriez; hag a zo ho dourn deou leun donezonou.
11Evid ounn-me, em euz kerzet em dinamded; daspren ac’hanoun, hag az pez truez ou-zin.
12Va zroad a zo stard enn eunn hent eéun; er strolladou e venniginn ac’hanod O Aotrou.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.