CHAB. L.
1NEUZE Joseph en em daolaz var vizach he dad, hag a ouelaz var-n’ezhan, hag a bokaz d’ezhan.
2Ha Joseph a c’hourc’hemenaz d’ar vedicined, he zervicherien, balzami he dad; hag ar vedi-cined a valzamaz Israel.
3Hag e oe implijet daou-ugent dervez evit ober kement-se, rag hennes eo an niver euz an devechou a ranker da gaoud evit balzami. Hag an Egyptianed a ouelaz var-nez’han epad deg dervez ha tri-ugent.
4Pa oe treinenet amzer ar c’haon, Joseph a gomzaz ouz officerien Pharaon, hag a lavaraz: Mar em euz kavet gras dirag ho taou-lagad, roit da glevet da Pharaon, me ho ped, ar c’homzou-man:
5Va zad hen deuz va lakeet da douat en eur lavaret: Setu emoun o vond da vervel; sebelia a ri ac’hanoun er bez em euz prenet e bro Canaan. Breman eta, me az ped, lez ac’hanoun da zevel di, ma c’hellin sebelia va zad, hag e tistroin adare.
6Ha Pharaon a respontaz: Sav ha sebeil da dad, evel m’hen deuz lakeet ac’hanoud da douat.
7Neuze Joseph a zavaz da zebelia he dad; assambles ganthan e savaz holl zervicherien Pharaon, ar re ancien euz he di, hag an holl chefou euz an Egypt,
8hag holl diegez Joseph, he vreudeur, ha tiegez he dad; ha ne lezjont e bro Gossen nenied ho bugale vihan, ho denved hag ho ejened;
9sevel a reaz ive ganthan carroziou ha cavaliri, ar pez a reaz eur vanden-dud hag a oe braz meurbed.
10Dond a rejont beteg leur Atad, a zo en tu-all d’ar Jourdan, hag e rejont clemmou hag huana-dou braz dreist ordinal; ha Joseph a reaz d’he dad eur c’haon a zeiz dervez.
11Hag ar Gananeed, tud ar vro, o velet ar c’haon-ze e leur Atad, a lavaraz: Setu aze eur c’haon braz gant an Egyptianed. Abalamour da ze eo bet hanvet Abel-Mitsraim (kaon an Egyptianed); al leur-ze a zo en tu-all d’ar Jourdan.
12Mibien Jacob a reaz evel-se en he genver, evel m’hen doa gourc’hemenet d’ezhe.
13Dougen a rejont anezhan da vro Canaan, hag e sebeiljont anezhan er c’havarn a zo e parc Macpela, an hini a oa bet prenet gant Abraham digant Ephron an Hethian, hag a zo dirag Mamre, evit ober he vez enhi.
14Ha goude m’hen doe Joseph beziet he dad, e tistroaz d’an Egypt gant he vreudeur hag ar re holl a oa savet ganthan da zebeilla he dad.
15Mes breudeur Joseph, o velet e oa maro ho zad, a lavaraz an eil degile: Marteze Joseph a gemero droug ouz’omp, hag a rento d’eomp an holl droug hon euz great d’ezhan.
16Neuze e lakjont lavaret da Joseph: Da dad abarz mervel, hen deuz roet an urz-man:
17Evel-hen e komzot da Joseph: Oh! pardon, me az ped, fallagriez da vreudeur, hag ho fec’hed; rag droug ho deuz great d’id; mes breman, pardon, me az ped, fallagriez servicherien Doue da dad. Ha Joseph a ouelaz epad ma oat o komz outhan.
18Hag he vreudeur a zeuaz ho-unan, en em strinkaz d’he dreid, hag a lavaraz: Setu, ni en em ro da zervicherien d’id.
19Ha Joseph a lavaraz d’ezhe; N’ho pezit ket a aoun; rag daoust ha me a zo o terc’hel plas Doue?
20Sonjet ho poa ober droug d’in; mes Doue hen deuz troet kement-se e mad, evit ober ar pez a c’hoarvez hirio, evit kenderc’hel e buez eur bobl vraz.
21Bezit eta dispont; me ho mago c’houi hag ho pugale. Hag e eonsolaz anezhe, hag e komzaz ouz ho c’halon.
22Joseph a chomaz eta en Egypt, hen ha tiegez he dad, hag e vevaz deg vloaz ha cant.
23Ha Joseph a velaz bugale Ephraim beteg an drede rum. Bugale Makir, mab da Vanasse, a c’hanaz ive var barlen Joseph.
24Ha neuze Joseph a lavaraz d’he vreudeur: Setu me o vond da vervel; mes Doue ne vanko ket da zond d’ho pizita, hag ho lako da zevel euz ar vro-man d’ar vro hen deuz prometet dre le da Abraham, da Isaac ha da Jacob.
25Ha Joseph a lakaz bugale Israel da douat en eur lavaret: A dra certen Doue a vizito ac’hanoc’h, ha c’houi a gasso va eskern euz ar vro-man.
26Neuze Joseph a varvaz, oajet a zeg vloaz ha cant, hag e oe balzamet ha lakeet en eun arched en Egypt.