CHAB. XXII.
1Goude an traou-ze e c’hoarvezaz ma teuaz Doue da amprouv Abraham, ha ma lavaraz d’ezhan: Abraham! hag Abraham a respontaz: Setu me aman.
2Ha Doue a lavaraz: Kemer da vab, da vab unic, an hini a gerez, Isaac, ha kea da vro Morija, hag eno offr anezhan e sacrifis dre dan var unan euz ar meneziou a ziskouezin d’id.
3Hag Abraham a zavaz ïnintin mad, a lakaz ar bass var gein an azen, a gemeraz daou euz he zervicherien ganthan, hag Isaac, he vab; drailla a reaz coat evit devi ar sacrifis; ha neuze ez eaz var-zu al leac’h da behini hen devoa gour-c’hemenet Doue dezhan mond.
4An trede dervez, Abraham, o sevel he zaou-lagad, a velaz ar plas a-ziabell.
5Hag Abraham a lavaraz d’he zervicherien; Chomit aman gant an azen. Me hag ar bugel a ielo beteg du-hont, hag ec’h adorimp Doue; ha goude e tistroimp d’ho kavoud.
6Hag Abraham a gemeraz ar c’hoat evit ar sacrifis, hag hen lakeaz var gein he vab Isaac; neuze e kemeraz en he zorn an tan hag ar gountel, hag ez ejont ho daou assambles.
7Neuze Isaac o komz ouz Abraham, he dad, a lavaraz: Va zad! hag Abraham a respontaz: Setu me aman, va mab. Hag Isaac a lavaraz: Setu aman an tan hag ar cheuneud; mes e pe leac’h ema an oan evit ar sacrifis?
8Hag Abraham a respontaz: Ya mab, Doue a bourveo he-unan an oan evit ar sacrifis. Ken-derc’hel a rejont eta da gerzet ho daou.
9Hag e teujont d’ar plas hen doa merket Doue; hag Abraham a zavaz eno an aoter, hag a zressaz ar c’hoat; hag e liammaz Isaac, he vab, hag hen lakaz var an aoter var-chorre ar c’hoat.
10Neuze Abraham a astennaz he zorn hag a gemeraz ar gountel evit laza he vab.
11Mes eal an Aotrou a griaz d’ezhan euz an env, hag a lavaraz: Abraham! Abraham! Hag hen a respontaz: Setu me aman.
12Hag an eal a lavaraz: Na lez ket da zorn da gweza var ar bugel, ha na ra droug e-bed d’ezhan. Rag breman ec’h ouzon ec’h euz doujans Doue pa n’ec’h euz ket refuset d’in da vab, da vab unic.
13Hag Abraham a zavaz he zaou-lagad, hag a zellaz, ha setu a-dreg d’ezhan eur maout sac’het en eun torchad drez dre he gerniel. Neuze Abraham a ieaz da gemeret ar maout, hag a offraz anezhan en sacrifis e leac’h he vab.
14Hag Abraham a hanvaz ar plas-se Jehova-Jire (Doue a bourveo). En hevelep doare ma leverer hirio: Var menez an Aotrou eno e vezo pourveet.
15Hag eal an Aotrou a griaz euz an env var Abraham evit an eil gwech,
16hag a lavaraz: Touat a ran dreiz’oun va-unan, eme an Aotrou, pa e peuz great an dra-ze, ha pa n’ec’h euz ket espernet da vab, da vab unic,
17me a roio d’id va bennoz, a-dra-zur, hag a lakai da greski da lignez evel ar stered euz an envou, hag evel an treaz a zo var ribl an aot; ha dor da adversourien a vezo e galloud da lignez.
18Ha benniget e vezo holl boblou an douar en da lignez dre ma ec’h euz sentet ouz va mouez.
19Neuze Abraham a zistroaz da gavoud he zervi-cherien; hag e savjont, hag ez ejont assambles da Veer-Sheba; hag Abraham a chomaz e Beer-Sheba.
20Hogen goude kement-se e oe digasset kelou da Abraham ha lavaret d’ezhan: Setu, Milca ive he deuz bet roet bugale da Nachor, da vreur:
21Utz he mab hena, Buz he vreur, Kemuel, tad Aram;
22Kesed, Hazo, Pildash, Jidlaph, ha Bethuel.
23Ha Bethuel hen deuz bet eur verc’h, Rebecca. Milca a c’hanaz an eiz bugel-ze da Nachor, breur Abraham.
24Hag he c’hreg kleiz, hauvet Reuma, a chanaz ive Thebah, Gaham, Tahash ha Maaca.