CHABISTR XVI.
1Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl‐benag euz an env. 2Mes hen a respontaz dezhe: Pa vez deuet an abardaez, e livirit: Amzer gaer a rai, rag an oabl a zo ruz. 3Ha diouz ar mintin: Arne a vezo hirio, rag an oabl a zo tenval ha ruz. Hipocrited! c’houi a oar anaoud diouz apparans an oabl; ha na hellit‐hu ket anaoud diouz siniou an amzeriou? 4Eur raç fall hag avoultr a c’houlen eur miracl; mes ne vezo roet miracl e‐bed dezhi nemed hini ar profet Jonas. Hag o veza lezet anezhe, ez eaz kuit.
5An diskibien, en eur vond en tu all d’ar mor, ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe. 6Ha Jesus a lavaraz dezhe: En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed. 7O veza klevet kement‐man, e rezonent hag e lavarent enhe ho‐unan: Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel‐se. 8Ha Jesus o c’houzout kement‐se, a lavaraz dezhe: Tud a neubeud a feiz, perag e rezonithu enoc’h hoc’h‐unan divarben n’hoch euz ket kemeret a vara? 9Ha na gomprenit‐hu ket c’hoas, hag ankounac’heet hoc’h euz‐hu dija ar pemp bara euz ar pemp mil den, ha ped panerad ho poa dastumet? 10Hag ive ar seiz bara euz ar pevar mil den, ha ped kestad ho poa dastumet? 11Penaos na gomprenit‐hu ket, n’eo ket divarben bara eo e komzen, p’am euz lavaret deoc’h en em viret ouz goell ar Farizianed hag ar Saduseed? 12Neuze e comprenjont penaos n’hen doa ket lavaret diwall ouz goell ar bara, mes ouz doctrin ar Farizianed hag ar Saduseed.
13Hogen Jesus, o veza deuet en douarou Cezare‐Philip, a c’houlennaz digant he ziskibien, o lavaret: Piou a lavar an dud ez oun‐me, me, Mab an den? Hag int a lavaraz: 14Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted. 15Hen a lavaraz dezhe: Ha c’houi, piou a livirit‐hu ez oun‐me? 16Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo. 17Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou. 18Ha me a lavar d’id ive, penaos ez oud Per (mean) ha var ar roc’h‐man e savin va Iliz; ha doriou an ifern na vezint ket treac’h dezhi. 19Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou. 20Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.
21Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz. 22Neuze Per, o veza kemeret anezhan a‐gostez, a gommansaz he repren, en eur lavaret: Doue ra viro, Aotrou! an dra‐ze na c’hoarvezo ket ganez. 23Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
24Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeuio da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heulio ac’hanoun. 25Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, he c’havo; 26rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teu da goll he ene? pe aotramant petra a c’helfe an den da rei en trok evit he ene? 27Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou. 28E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.