CHABISTR VI.
1C’hoarvezoud a reaz, deiz ar Sabbat a c’halver an eil‐kenta, ma tremene Jesus dre an ed, hag he ziskibien a denne tamoezennou, ha goude ho frika en ho daouarn, e tebrent anezhe. 2Hag hinienou euz ar Farizianed a lavaraz dezhe: Perag e rit‐hu ar pez n’eo ket permetet da ober en deiziou ar sabbat? 3Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan? 4Penaos ec’h antreaz en ti Doue, e kemeraz hag e tebraz ar baraou consacret, hag e roaz ive d’ar re a oa ganthan, petra‐benag n’eo permetet ho dibri nemed d’ar veleien hep‐ken? 5Hag e lavaraz dezhe: Mab an den a zo Mestr, memeus var ar sabbat.
6C’hoarvezoud a eure c’hoas, da zeiz eur sabbat all, ma’z eaz er sinagog, ha ma kelenne; hag e oa eno eun den hag a oa dizec’het he zorn deo. 7Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal; 8mes, o veza ma c’hanaveze ho zonjezonou, e lavaraz d’an den pehini hen doa eun dorn dizec’het: Sav, ha choum aze er c’hreiz. Hag he‐man, o veza savet, a choumaz en he za. 9Neuze Jesus a lavaraz dezhe: Me a c’houlenno eun dra diganeoc’h: Ha permetet eo, da zeiziou ar sabbat, ober vad, pe ober drouk, savetaad eun den, pe hen lezel da berissa? 10Hag o veza sellet ouz ar re holl a oa en dro dezhan, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Ober a reaz kement‐se, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. 11Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.
12En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.
13Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel; 14Simon, pehini a hanvaz Per, hag Andre he vreur, Jakes ha Ian, Philip ha Bartelemi, 15Maze ha Thomas, Jakes, mab Alfe, ha Simon, hanvet Zelot, 16Jud, breur Jakes, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.
17Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou. 18Hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur a oa ive iac’heet. 19Hag ar bobl holl a glaske touch diouthan, rag dond a rea euz anezhan eur vertuz hag a iac’hae anezhe holl.
20Neuze Jesus, o veza savet he zaou‐lagad var he ziskibien, a lavaraz:
Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h. 21Eürus oc’h, c’houi pere hoc’h euz naoun breman, rag leuniet e veot. Eürus oc’h, c’houi pere a wel breman, rag karget e veot a joa. 22Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den. 23Bezit leun a laouenedigez en deiz‐ze, ha tridit gant ar joa; rag ho recompans a vezo braz en env. Rag evel‐se ive eo ho deuz ho zadou tretet ar brofeted. 24Mes malheur deoc’h‐hu, tud pinvidic, rag recevet hoc’h euz ho consolation. 25Malheur deoc’h‐hu pere a zo rassaziet, rag naoun ho pezo. Malheur deoc’h‐hu pere a c’hoarz breman; rag c’houi a welo hag a huanado. 26Malheur deoc’h‐hu, pa lavaro an holl dud vad divar ho pen; rag evel‐se eo ho deuz great ho zadou e‐kenver ar falsprofeted.
27Mes me a lavar deoc’h‐hu pere a zelaou ac’hanoun: Karit hoc’h enebourien; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h; 28roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall‐gomz ouzoc’h; 29d’an hini a sko ac’hanoud var eur jod, tro outhan da jod all; hag an hini a lam da vantel diganez, lez anezhan da gemeret ive da zae. 30Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan‐benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan. 31Kement tra e karfec’h gwelet an dud all oc’h ober deoc’h, grit‐han ive dezhe. 32Rag ma na girit nemed ar re a gar ac’hanoc’h, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’har. 33Ha ma na rit vad nemed d’ar re a ra vad deoc’h, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a ra ar memeus tra. 34Ha ma na brestit nemed d’ar re digant pere emoc’h en gortoz da receo, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a brest ive d’an dud a vuez fall, evit receo kemend‐all. 35Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall. 36Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ive ho Tad leun a drugarez.
37Na varnit ket, ha na veot ket barnet; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet: pardonit, hag e veot pardonet; 38roit, hag e vezo roet deoc’h; roet e vezo deoc’h en ho parlen eur muzur mad, moustret, hag hijet, ken a rullio dreist ar bord; rag diouz ar memeus muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h.
39Lavaret a rea ive dezhe eur barabolen: Daoust hag eun den dall a hell ren eun den dall? Ha na gwezint‐hi ket ho daou er poull? 40An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr.
41Ha perag e sellez‐te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez‐te ket an treust a zo en da lagad da‐unan? 42Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.
43Gwezen vad e‐bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e‐bed na ro frouez mad. 44Rag pep gwezen a vez anavezet diouz he frouez. Na vez ket dastumet a fiez divar ar spern, na rezin divar ar bod‐drez. 45An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.
46Hogen, perag e c’halvithu ac’hanoun Aotrou, Aotrou, pa na rit ket ar pez a lavaran? 47Me a ziskouezo deoc’h ouz piou eo henvel kement hini a zeu d’am c’havout, a zelaou va c’homzou, hag ho laka en pratic. 48Henvel eo ouz eun den hag a zav eun ti, ha pehini, goude beza toullet ha kleuzet doun, hen deuz diazezet ar fondamant var ar roc’h; hag an dour braz a zo deuet, hag a zo en em daolet gant fulor ouz an ti‐ze, mes n’hen deuz ket gallet hen finva, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. 49Mes an hini a zelaou, ha na laka ket en pratic, a zo henvel ouz eun den hag hen deuz savet he di var an douar, hep fondamant; an dour braz a zo en em daolet gant fulor ouz an ti‐ze, ha kerkent ez eo kwezet, ha spountus eo bet rivin an ti‐ze.