CHABISTR XXI.
1O veza savet he zaou‐lagad, Jesus a velaz tud pinvidic hag a lake ho offransou en tenzor an templ. 2Gwelet a reaz ive eun intanvez paour hag a lake enhan daou liard; hag e lavaraz: 3E gwirionez hen lavaran deoc’h, an intanvez paour‐ze he deuz lakeat muioc’h eged an holl. 4Rag ar re‐ze holl ho deuz lakeat en offransou Doue ar pez a re ho devoa, mes hou‐man he deuz lakeat euz ar pez a oa necesser dezhi, kement he doa evit beva.
5Hag evel ma lavare darn e oa ornet an templ gant mein kaer ha gant offransou, Jesus a lavaraz: 6Hag e sellit euz an traou‐ze! Dond a rai an deiziou ma ne vezo ket lezet enhan an eil mean var egile heb beza diskaret.
7Hag e c’houlenjont diganthan: Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout?
8Hag hen a lavaraz: Diwallit da veza tromplet; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta. 9N’ho heullit ket. Hogen, pa glevot komz euz a vrezeliou hag euz a drouz e‐touez ar boblou, na spountit ket; rag red eo d’an traou‐ze c’hoarvezoud da genta; mes ar fin na vezo ket c’hoas.
10Lavaret a reaz ive dezhe: Eur bobl a zavo a‐eneb eur bobl all, hag eur rouantelez a‐eneb eur rouantelez all; 11ha bez’ e vezo krenamanchou douar heuzuz e meur a leac’h, ha kernes ha bosen, hag e vezo gwelet traou spountus ha siniou braz ebarz an env.
12Mes, araog ma c’hoarvezo kement‐se holl, e lakaint ho daouarn varnoc’h hag e persecutint ac’hanoc’h ouz ho livra d’ar sinagogou, hag ouz ho lakaad er prizon, hag o stleja ac’hanoc’h dirag ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano. 13Hag en kement‐se e kavfot leac’h da renta testeni. 14Likit eta en ho spered na dleit ket sonjal araog en ho tifen. 15Rag me a roio deoc’h eur genou hag eur furnez ha ne hallo ket hoc’h enebourien ho dislavaret na stourm outhe. 16Livret a viot memeus gant ho tud, gant ho preudeur, gant ho kerent ha gant ho mignoned; hag e vezint pen‐caoz da veur a hini ac’hanoc’h da vervel. 17Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano. 18Mes na vezo ket kollet eur vleven hep‐ken euz ho pen. 19Gounezit hoc’h eneou gant ho patianted.
20Ha pa velot Jerusalem kelc’hiet gant armeou, gouezit neuze ema tost an deiz euz he dezolation. 21Ra dec’ho neuze var ar meneziou ar re a vezo er Jude; ra zeuio er meaz anezhi an dud a vezo en Jerusalem; ha diwallo da antren enhi ar re a vezo var ar meaz. 22Rag ar re‐ze a vezo deiziou a gastiz evit ma vezo great kement holl a zo scrivet. 23Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze; rag eur walen vraz a vezo var ar vro‐man, ha coler a vezo a‐enep d’ar bobl‐man. 24Kweza a raint dindan lem ar c’hleze, hag e vezint kasset en captivite e‐touez an holl nationou; ha Jerusalem a vezo mac’het gant ar Jentiled, ken a vezo peurleuniet amzeriou ar Jentiled.
25Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus. 26An dud a vezo evel prest da renta ho ene gant ar spount, o c’hortoz an traou a dle c’hoarvezout var an douar; rag puissansou an envou a vezo brallet. 27Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz. 28Hogen, pa gommanso an traou‐ze da c’hoarvezout, sellit d’an neac’h, ha savit ho pen, rag ho telivrans a dosta.
29Hag e lavaraz dezhe eur barabolen: Sellit ouz ar vezen‐fiez hag an holl gwez all; 30pa gommansont dispaka, ec’h ouzoc’h hoc’h‐unan en eur velet anezhe ema tost an hanv. 31Evel‐se ive c’houi, pa velot an traou‐ze o c’hoarvezout, gouezit ema tost rouantelez Doue. 32E gwirionez e lavaran deoc’h penaos na dremeno ket ar generation‐man ken na vezo c’hoarvezet an holl draou‐ze. 33An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou na dremenint ket.
34Likit eta evez ouzoc’h hoc’h‐unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez‐man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez‐se varnoc’h heb gouzoud deoc’h. 35Rag evel eur roued e teuio var gement hini a zo o choum var c’horre an douar. 36Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.
37Hogen, Jesus a gelenne e‐pad an deiz ebarz an templ, ha diouz an noz ez ea er meaz hag en em zalc’he var ar menez hanvet menez olived. 38Ha da c’houlou deiz, ar bobl holl a deue d’hen kavoud en templ, evit selaou anezhan.