CHABISTR XIX.
1Jesus o veza antreet en Jerico, a dremene dre gear. 2Ha setu eun den hanvet Zakeus, pehini a oa chef var ar bublicaned, hag a oa pinvidic, 3a glaske gwelet piou e oa Jesus; mes dre ma oa bihan a vent, ar bobl a vire outhan d’hen gwelet. 4Redec a reaz eta araog, hag e pignaz var eur vezen sicomor evit gwelet anezhan, rag dre eno e tlie tremen. 5Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaou‐lagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan: Zakeus, disken buhan; rag red eo d’in loja en da di hirio. 6He‐man a ziskennaz eta buhan, hag a zigemeraz anezhan gant joa.
7Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.
8Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou: Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan‐benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all. 9Ha Jesus a lavaraz dezhan: Ar zilvidigez a zo deuet hirio en timan, rag he‐man a zo ive bugel da Abraham. 10Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.
11Hag evel ma selaouent an traou‐ze, Jesus a gendalc’haz da gomz, hag a lavaraz eur barabolen, abalamour ma oa tost da Jerusalem, ha ma sonjent ez ea rouantelez Doue da veza diskouezet dizale.
12Lavaret a reaz eta: Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he‐unan eur rouantelez, ha distrei goude. 13Hag o veza galvet dec euz he zervicherien, e roaz dezhe deg pez arc’hant, hag e lavaraz dezhe: Likit anezhe da dalvoud ken a zistroin. 14Mes tud he vro ho doa kassoni outhan; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret: Na fell ket deomp e teufe he‐man da ren varnomp. 15C’hoarvezoud a reaz eta, pa oe distro, goude beza recevet ar rouantelez, ma c’hourc’hemenaz gervel d’he gavoud ar zervicherien da bere hen doa roet an arc’hant, evit gwelet pegement hen doa gounezet pep hini. 16Neuze ar c’henta a zeuaz hag a lavaraz: Aotrou, da bez arc’hant hen deuz gounezet dec pez all. 17Hag hen a lavaraz dezhan: Mad, servicher mad; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear. 18Hag an eil a zeuaz, hag a lavaraz: Aotrou da bez arc’hant hen deuz gounezet pemp pez all. 19Hag hen a lavaraz ive da he‐man: Ha te, gouarn var bemp kear. 20Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz: Aotrou, setu aman da bez arc’hant em euz dalc’het paket en eul lienen; 21rag aoun em boa araz’oud abalamour ma’z oud eun den garo, kemeret a rez el leac’h n’ec’h euz lakeat netra, ha medi a rez el leac’h n’ec’h euz ket hadet. 22Hag he vestr a lavaraz dezhan: Servicher fall, dre da gomzou da‐unan eo e varnin ac’hanoud; te a ouie ez oun eun den garo, hag a gemer el leac’h ma n’em euz lakeat netra, hag a ved el leac’h ma n’em euz ket hadet; 23perag eta n’ec’h euz‐te ket lakeat va arc’hant er bank; ha pa vijen distro, em bije hen tennet gant an interest? 24Hag e lavaraz d’ar re a oa eno: Lammit diganthan ar pez arc’hant, ha roit‐hen d’an hini hen deuz deg. 25Hag e lever‐jont dezhan: Aotrou, hennes hen deuz deg pez dija. 26Hen lavaret a ran deoc’h, roet e vezo d’an hini hen deuz; mes an hini n’hen deuz ket a vezo zo‐ken lammet diganthan ar pez hen deuz. 27Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun.
28Ha goude beza lavaret kement‐se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem.
29Hag, o veza erruet tost da Vethfaje ha da Vethani, e‐kichen ar menez hanvet menez Olived, e kassaz daou euz he ziskibien, en eur lavaret: 30It d’ar bourg a zo diraz’oc’h, ha pa viot erru eno, c’houi a gavo eun azen yaouank stag, ha n’euz bet c’hoas den var he gein; distagit anezhan, hag hen digassit d’in. 31Ha mar goulen unan‐benag perag e tistagit anezhan, e leverot dezhan: Abalamour ma hen deuz an Aotrou ezom anezhan.
32Ar re a oe kasset a ieaz, hag a gavaz pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe. 33Ha pa oant o tistaga an azen yaouank, ar perc’hened a lavaraz dezhe: Perag e tistagithu an azen yaouank‐se? 34Hag e lavarjont: An Aotrou hen deuz ezom anezhan. 35Hag e tigasjont anezhan da Jesus; ha goude beza taolet ho dillad var an azen yaouank, e lekejont Jesus da pignad varnezhan. 36Hag evel ma tremene, kalz a astenne ho dillad var an hent.
37Ha pa oa o tostaad d’an disken euz Menez Olived, ar foul euz an diskibien, karget a levenez, a gommansaz meuli Doue a vouez huel evit an holl burzudou ho doa gwelet. 38Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!
39Neuze darn euz ar Farizianed a oa e‐touez ar bobl a lavaraz dezhan: Mestr, gourdrouz da ziskibien. 40Hag hen o respont a lavaraz dezhe: Hen lavaret a ran deoc’h, mar deu ar re‐man da devel, ar vein a grio.
41Ha pa oe en em gavet tost da gear, o velet anezhi, e commansaz da wela varnezhi, hag e lavaraz: 42Oh! ma’z pije anavezet, da vihana en deizman a zo d’id, an traou a zell ouz da beoc’h! mes breman emaint kuzet ouz da zaou‐lagad. 43Rag dond a rai varnoud eun amzer ma teui da enebourien da zevel kleuziou en‐dro d’id, hag e vezi kelc’hiet, ha gwasket ganthe a bep tu; 44ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.
45Goude‐ze, o veza eat en templ, e commansaz da gas er meaz ar re a oa eno o verza hag o prena, 46en eur lavaret dezhe: Scrivet eo: Va zi a zo eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great ganthan eur c’havern laeron.
47Hag e kelenne bemdez en templ. Ha prinsed ar veleien, ar Scribed ha chefou ar bobl a glaske hen lakaad d’ar maro. 48Mes ne ouient petra da ober, rag ar bobl holl a zalc’he tost dezhan evit klevet he gomzou.