CHABISTR XXI.
1Goude‐ze, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz: 2Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles. 3Simon Per a lavaraz dezhe: Mond a ran da besketa. Hag e leverjont dezhan: Ni a ia ive ganez. Hag ez ejont, hag e pignjont rag‐tal er vag; mes en noz‐ze ne dapjont netra.
4Pa oa deuet ar mintin, Jesus en em gavaz var an aod; mes an diskibien na ouient ket e oa hen Jesus. 5Jesus a lavaraz dezhe: Bugale ha n’hoc’h euz‐hu netra da zebri? Int a respontaz dezhan: Nann. 6Hag e lavaraz dezhe: Taolit ar roued en tu deo euz ar vag, hag e kavot. He deurel a rejont eta, ha na hellent mui hen tenna er meaz gant ar bern pesked a oa enhan. 7Rag‐se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber: An Aotrou eo! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var‐c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor. 8Mes an diskibien all a deuaz gant ar vag, o stleja ar roued leun a besked, rag ne oant diouz an douar nemed var‐dro daou c’hant ilinad.
9Pa oent diskennet d’an douar, e veljont eno glaou beo, ha pesked varnezhe, ha bara. 10Jesus a lavaraz dezhe: Digassit euz ar pesked emoc’h o paouez kemeret. 11Simon Per a bignaz a‐nevez, hag a dennaz ar roued d’an douar, hag hen leun a gant tri hag hanter kant pesk braz, ha petra‐benag ma oa kement‐se, na doraz ket ar roued. 12Jesus a lavaraz dezhe: Deuit da leina. Hogen hini euz an diskibien na grede goulen diganthan: Piou oud‐de? o c’houzoud e oa hen an Aotrou. 13Jesus eta a dostaaz, hag a gemeraz bara, hag e roaz dezhe, ha pesked ive.
14Hou‐man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a‐douez ar re varo.
15Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun muioc’h eged ar re‐man? Per a respontaz: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va oaned. 16Lavaret a reaz dezhan eun eil gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved. 17Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved. 18E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id: Pa oaz yaouankoc’h, te a lake da c’houriz da‐unan, hag ez eez el leac’h ma felle d’id; mes pa vezi koz, ec’h astenni da zaouarn, hag eun all a lako da c’houriz d’id, hag a gasso ac’hanoud el leac’h na fello ket d’id mond. 19Hogen, hen a lavaraz an dra‐ze evit rei da anaoud dre be seurt maro e tlie Per glorifia Doue.
Ha goude beza komzet evel‐se, e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun. 20Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e‐pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan: Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud? 21Per eta, o veza gwelet anezhan, a lavaraz da Jesus: Aotrou, hag he‐man, petra c’hoarvezo ganthan? 22Jesus a lavaraz dezhan: Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra an dra‐ze d’id? Evidoud‐te, heuil ac’hanoun. 23Ar brud a redaz eta e‐touez ar breudeur, penaos an diskibl‐ze na varvje ket. Koulskoude Jesus n’hen doa ket lavaret dezhan: Na varvo ket; mes: Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra ze d’id?
24He‐man eo an diskibl‐ze pehini a ro testeni divarben an traou‐man, hag hen deuz ho scrivet; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.
25Bez’ ez euz c’hoas kalz a draou all great gant Jesus, ha ma vije scrivet pep hini anezhe, ne gav ket d’in e vije plas awalc’h er bed holl zo‐ken d’al levriou a halfe an den da scriva divarben an traou‐ze. Amen.