CHABISTR XIX.
1Pilat eta a lakeaz kemeret Jesus, hag hen skourjeza. 2Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr. 3Hag e lavarent dezhan: Salud, roue ar Judevien; hag e roent crabanadou dezhan.
4Pilat a ieaz adare er meaz, hag e lavaraz dezhe: Setu, hen digas a ran er meaz deoc’h, evit ma ouezot n’em euz kavet crim e‐bed enhan. 5Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe: Setu aman an den. 6Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a‐bouez ho fen: Crucifi, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit anezhan hoc’h‐unan ha crucifiit anezhan; rag me na gavan crim e‐bed enhan. 7Ar Judevien a respontaz dezhan: Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.
8Pa glevaz Pilat ar gomz‐ze, hen doe c’hoas mui a aoun. 9Mond a reaz eta adare er pretouar, hag e lavaraz da Jesus: A be leac’h oud‐de? Mes Jesus na roaz respont e‐bed dezhan. 10Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ne leverez netra d’in? Ha na ouzoud‐te ket penaos em euz ar galloud da grucifia ac’hanoud, hag ar galloud d’az telivra? 11Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.
12Divar‐neuze Pilat a glaske an tu d’hen delivra; mes ar Judevien a grie: Mar leuskez an den‐ze, n’oud ket mignon da Cezar; rag piou‐benag en em c’hra roue en em laka a‐enep Cezar. 13Pa glevaz Pilat ar gomz‐ze, e kassaz Jesus er meaz, hag ec’h azezaz var he dribunal, el leac’h hanvet ar Pave, hag en hebrach Gabbatha.
14(Hogen, deiz preparation ar Pask e oa, ha var‐dro ar c’houec’hved heur); hag hen a lavaraz d’ar Judevien: Setu aze ho roue. 15Mes int a grie: Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Ha crucifia a rin‐me ho roue? Prinsed ar veleien a respontaz: N’hon euz roue e‐bed nemed Cezar. 16Neuze e livraz anezhan dezhe evit beza crucifiet. Kemer a rejont eta Jesus, hag her c’hasjont ganthe.
17Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen‐maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha; 18eno e crucifijont anezhan, ha daou all ganthan, unan a bep tu, ha Jesus er c’hreiz.
19Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz; hag e oa scrivet varnezhan: JESUS A NAZARET, ROUE AR JUDEVIEN. 20Kalz eta euz ar Judevien a lennaz ar scridze, rag al leac’h en pehini e oa crucifiet Jesus a oa tost da gear; hag e oa scrivet en hebrach, en gregach hag en latin. 21Ha prinsed ar veleien euz ar Judevien a lavaraz da Bilat: Na scriv ket: Roue ar Judevien; mes scriv penaos hen deuz lavaret: Me eo roue ar Judevien. 22Pilat a respontaz: Ar pez em euz scrivet, em euz scrivet.
23Neuze ar zoudarded, goude m’ho doe crucifiet Jesus, a gemeraz he zillad, hag e rejont peder loden, unan evit pep hini anezhe; kemeret a rejont ive ar zae; mes ar zae ne oa gri e‐bed enhi, hag e oa euz ar memeus gwiad, adaleg an neac’h beteg an traon. 24Lavaret a rejont eta an eil d’egile: Na rogomp ket anezhi, mes tennomp d’ar sort da biou e vezo; evit ma vije accomplisset ar gomz‐man euz ar Scritur: Partajet ho deuz va dillad etrezhe, hag ho deuz taolet va zae d’ar sort. Evel‐se e reaz ar zoudarded.
25Hogen, mam Jesus, ha c’hoar he vam, Mari, greg Cleopas, ha Mari Madalen, en em dalc’he en kichen croaz Jesus. 26Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam: Greg, setu aze da vab. 27Neuze e lavaraz d’an diskibl: Setu aze da vam. Hag adaleg an heur‐ze, an diskibl‐ze he c’hemeraz en he di.
28Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz. 29Hogen bez’ e oa eno eur vessel leun a winegr. Karga a rejont eta eur sponj gant gwin‐egr, hag o veza hen lakeat var ben eur gorzen hisop, e lakejont anezhan ouz he c’henou. 30Ha pa hen doe Jesus kemeret ar gwin‐egr, e lavaraz: Peur‐c’hreat eo pep tra. Hag o veza pleget he ben, e rentaz ar spered.
31Hogen, ar Judevien, evit na choumje ket ar c’horfou var ar groaz e‐pad deiz ar sabbat (rag devez ar breparation e oa, hag ar sabbat‐se a oa eun devez braz meurbed), a c’houlennaz digant Pilat ma vije torret dezhe ho diou‐esker, ha ma vijent lammet ac’hane. 32Ar zoudarded a zeuaz eta hag a dorraz ho diou‐esker d’ar c’henta, ha d’egile a oa bet crucifiet ganthan. 33Mes, o veza deuet da gichen Jesus, pa veljont penaos e oa dija maro, na dorjont ket he ziou‐esker dezhan. 34Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag‐tal e teuaz anezhan goad ha dour. 35Hag an hini hen deuz gwelet kement‐se, hen deuz roet testeni euz an dra‐ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot. 36Hogen, an traou‐ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e‐bed dezhan na vezo torret. 37Hag el leac’h all ar Scritur a lavar c’hoas: Gwelet a raint an hini ho deuz toullet.
38Goude‐ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus. 39Nicodem, pehini a oa deuet da genta da gavout Jesus en noz, a zeuaz ive, ha ganthan var‐dro kant lur aloez ha mirrh mesket assambles. 40Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez‐vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia.
41Hogen, el leac’h ma oa bet crucifiet e oa eur jardin, hag ebarz ar jardin‐ze e oa eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lakeat den e‐bed. 42Lakaad a rejont eta Jesus eno, abalamour da breparation ar Judevien, hag ive dre ma oa tost ar bez.