CHABISTR VI.
1Rag‐se, o lezel ar principou kenta euz a zoctrin ar C’hrist, baleomp var‐zu ar berfection, hep diazeza a‐nevez ar fondamant euz ar gonversion euz an œuvrou maro, hag euz ar feiz e‐kenver Doue, 2euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo, 3hag euz ar varn eternel, ha kement‐se a raimp, mar permet Doue. 4Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered‐Santel, 5hag ho deuz tanveet ar gomz vad a Zoue, hag ar puissansou euz an amzer da zond, ha pere a zo deuet da gweza, 6impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho‐unan, ouz hen exposi d’an dismegans. 7Rag an douar, leuniet gant ar glao o kweza alies varnezhan, hag a brodu yeot mad d’ar re a labour anezhan, a receo bennoz digant Doue. 8Mes an hini a brodu spern hag askol, a zo reprouvet ha tost da veza milliget; destinet eo da veza devet.
9Koulskoude, e c’hortozomp euz ho perz, breudeur muiakaret, traou gwelloc’h, hag a gas var‐zu ar zilvidigez, petra‐benag ma komzomp evel‐se. 10Rag Doue n’ eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an œuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent. 11Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans; 12evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.
13Rag, pa reaz Doue ar bromessa da Abraham, o veza na helle ket touat dre eun all brassoc’h, e touaz dreizhan he‐unan, en eur lavaret: 14E gwirionez, me a gargo ac’hanoud a venediction, hag a gresko meurbed da lignez. 15Hag evel‐se, o veza gortozet gant patianted, Abraham a recevaz ar bromessa. 16Hogen, an dud a dou dre an hini a zo brassoc’h egethe, hag ho le, evit assuri eun dra, a laka fin d’ho froces; 17evel‐se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le; 18evit m’hor bezo, dre an daou dra‐ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat 19dirazomp, an esperans‐se a zalc’homp evel heor an ene, eun heor sur ha stard, ha pehini a ia adreuz ar voal, 20e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg‐braz da viken, hervez urz Melkizedec.