Hebreed 3
CHABISTR III.
1Dre‐ze, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar belegbraz euz ar feiz a anzavomp, 2Jesus‐Christ, pehini a zo bet fidel d’an hini hen deuz hen etablisset, evel ma oe ive Moises en he holl diegez. 3Hogen, countet eo bet dign euz a eur gloar dreist hini Moises, evel ma’z eo brassoc’h henor an hini hen deuz savet an ti, eged hini an ti he‐unan. 4Rag pep ti a zo bet savet gant unan‐benag; hogen, an hini hen deuz savet an holl draou eo Doue. 5Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset; 6mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he‐unan; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.
7Rag‐se, evel ma lavar ar Spered‐Santel: 8Hirio mar klevit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz pa stourmaz ar bobl ouzin, en deiz an dentation en desert, 9en pe leac’h ho tadou a dentaz ac’hanoun, hag a amprouvaz ac’hanoun, hag en pe leac’h e veljont va oberou e‐pad daouugent vloaz. 10Abalamour da ze e savaz droug enoun ouz ar generation‐ze, hag e liviriz: Ho c’halon a zeu bepred da fazia, ha n’ho deuz ket anavezet va henchou. 11Evel‐se em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos! 12Likit evez, breudeur, na vez en hini ac’hanoc’h eur galon fall ha difeiz, en eur drei kein d’an Doue beo. 13Mes en em exhortit an eil egile bemdez, e‐pad ma’z eo lavaret: Hirio; gant aoun na deufe hini ac’hanoc’h d’en em galedi dre douellerez er pec’hed. 14Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta, 15e‐pad ma’z eo lavaret: Hirio, mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou, evel ma c’hoarvezaz en devez ar stourm. 16Piou, en gwirionez, eo ar re a stourmaz goude beza klevet anezhan, nemed ar re a ieaz er meaz euz an Egypt, renet gant Moises? 17Hag a‐enep piou e oe Doue droug‐contant e‐pad daou‐ugent vloaz; ha n’eo ket a‐enep ar re a bec’haz, hag euz a bere ar c’horfou a gwezaz en dezert? 18Ha da biou e touaz‐hen na antrejent ket en he repos, nemed d’ar re a oa en em zavet a‐enep dezhan? 19Evel‐se e velomp penaos na helljont ket mond en he repos, abalamour ne gredent ket.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.