CHABISTR I.
1Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, evit annons ar bromessa euz ar vuez a zo en Jesus‐Christ, da Dimoteus, va mab muia‐karet. 2Graz, trugarez ha peoc’h aberz Doue an Tad, ha Jesus‐Christ hon Aotrou!
3Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, nozdeiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou, 4o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa, 5hag o terc’hel sonj euz ar feiz gwirion a zo enoud, hag a zo bet da genta en da vam‐goz Loïsa, ha goude‐ze en da vam Eunis, hag a zo enoud‐de ive, me a zo sur‐mad.
6Abalamour da ze me a zigas sonj d’id da vewaad a‐nevez an donezon a Zoue a zo bet roet d’id pa astenniz va daouarn varnoud. 7Rag Doue n’hen deuz ket roet deomp eur spered a abafder, mes eur spered a c’halloud, a garantez hag a furnez. 8Dre‐ze, diwall da gaoud mêz euz a desteni hon Aotrou, nag ac’hanoun‐me, he brizonier; mes gouzanv assambles ganen evit an Aviel, dre ar galloud a Zoue, 9pehini hen deuz hor zaveteet, hag hor galvet dre eur c’halvedigez zantel, nann hervez hon oberou, mes hervez he volontez he‐unan, hag ar c’hras a zo bet roet deomp en Jesus‐Christ araog an holl amzeriou, 10hag a zo bet discleriet breman dre zonedigez hor Zalver Jesus‐Christ, pehini hen deuz distrujet ar maro, hag hen deuz rentet anat ar vuez hag an immortalite dre an Aviel, 11evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled. 12Abalamour da ze ive eo e souffran an traou‐man; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz‐ze ar pez em euz fiziet enhan. 13Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus‐Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen. 14Mir, dre ar Spered‐Santel pehini a ra he zemeurans enomp, an dra vad‐se a zo bet roet d’id da ziwall.
15Gouzoud a rez ez oun bet dilezet gant ar re holl a zo en Azi, e‐touez pere ema Phyjell hag Hermojen. 16Doue da rei trugarez da famill Oneziphor; rag alies hen deuz va c’honsolet, ha n’hen deuz ket bet a vêz euz va chadennou. 17Er c’hontrol, pa’z eo bet e Rom, hen deuz va c’hlasket gant kalz a boan, hag hen deuz va c’havet. 18Ra zeui an Aotrou da rei dezhan ar c’hras da gaout trugarez digant an Aotrou en deiz‐ze. Ha te a oar gwelloc’h eged den all e‐bed, pegement eo bet util d’in en Ephesus.