II S. Ian 1
1An Ancien, d’an itron choazet, ha d’he bugale, pere a zo karet ganen‐me er wirionez (ha n’e ket ganen‐me hep‐ken, mes ive gant ar re holl ho deuz anavezet ar wirionez), 2abalamour d’ar wirionez a choum enomp, hag a vezo ganeomp da virviken: 3Ra vezo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h, euz a‐berz Doue an Tad, hag euz a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez.
4Joa vraz em euz bet o veza kavet meur a hini euz da vugale hag a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz bet digant an Tad. 5Ha breman e pedan ac’hanoud, itron, n’eo ket evel pa scrivjen d’id eur gourc’hemen nevez, mes an hini hon euz bet adaleg ar pen‐kenta, ma en em garimp an eil egile. 6Hag ar garantez eo ma valeimp hervez he c’hourc’hemenou. Hennes eo ar gourc’hemen, evel ma hoc’h euz hen klevet adaleg ar pen‐kenta, evit ma valeot enhan. 7Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus‐Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante‐christ. 8Likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan, evit na gollimp ket ar frouez euz hon labour, mes ma recevimp eur recompans leun. 9Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab. 10Mar deu unan‐benag d’ho kavoud, ha na zigas ket ganthan ar gelennadurez‐ze, n’hen digemerit ket en ho ti, ha na zaludit ket anezhan. 11Rag an hini a zalud anezhan, hen deuz lod en he oberou fall.
12Petra‐benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou: mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet. 13Bugale da c’hoar choazet a zalud ac’hanoud! Amen.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.