II Corintied 9
CHABISTR IX.
1N’em euz ket ezom da scriva deoc’h divarben ar sicour a zo da rei d’ar Zent. 2Rag anaoud a ran ho polontez‐vad; euz a behini e tennan meuleudi ouzoc’h dirag ar Vacedonied, o veza ma’z eo prest an Akaia, abaoe varlene, evel ma lavaran dezhe; hag ho polontez‐vad‐c’houi he deuz allumet bolontez‐vad an niver brassa. 3Kasset em euz koulskoude hor breudeur, evit na vezo ket hor meuleudi ac’hanoch didalvoudus e kement‐se, ha ma veot prest, evel ma em euz lavaret; 4gant aoun, mar teufe ar Vacedonied assambles ganen, ha mar kavfent ac’hanoc’h hep beza prest, ne deufe kementse da veza eur sujet a vêz evidomp‐ni, rag ne fell ket d’in lavaret evidoc’h‐hu, abalamour d’ar veuleudi hon doa tennet euz a gement‐se. 5Ragse, em euz kavet e oa red pedi ar breudeur da vond araog d’ho kavoud, evit achui da brepari an donezonou ho poa prometet a‐ziagent, evit ma vezo prest, nann evel frouez an avaristed, mes evel eul largentez.
6A‐hend‐all: An hini a had neubeud, a vedo eun eost dister, hag an hini a had stank a vedo eun eost founnus. 7Ra zeuio pep hini da rei hervez ma hen deuz decidet en he galon, nann gant keuz, pe dre fors; rag Doue a gar an hini a ro gant joa. 8Ha Doue a zo galloudec evit ho peur‐leunia a bep seurt grasou, evit m’ho pezo bepred kement a zo necesser, ha ma viot leun a bep seurt œuvrou mad, hervez ma’z eo scrivet: 9Skulliet hen deuz, roet hen deuz d’ar beorien; he justis a bad da virviken. 10Hogen, an Hini a ro had d’an hader, ha bara dezhan da zibri, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag a lakaio da greski ar frouez euz ho chustis; 11evit ma viot pinvidikeet e pep tra, evit gallout ober a bep seurt largentezou, pere a lakai renta da Zoue actionou a c’hras dreizomp. 12Rag an distribution euz an offrans‐man a ra ouz‐pen contanti ezomou ar Zent, leun eo c’hoas a actionou a c’hras a vezo rentet da Zoue gant meur a hini. 13Glorifia a reont Doue, oc’h amprouv, dre ar zicour‐man, ho sentidigez e‐kenver Aviel ar C’hrist a zervichit, hag ar gwir galon‐vad a ziskouezit en ho c’henver, hag, e‐kenver an holl; 14hag e pedont evidoc’h, o karet ac’hanoc’h gant teneredigez, abalamour d’ar c’hras excellant hen deuz great Doue deoc’h. 15Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue evit he zonezon mad meurbed!
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.