II Corintied 13
CHABISTR XIII.
1Setu aman an derved gwech ma’z an d’ho kavout. Var ger daou pe dri dest e vezo reglet pep tra. 2Hel lavaret em euz dija, hag hel lavaret a ran c’hoas, evit an eil gwech, evel pa vijen prezant ganeoc’h, petra‐benag ma’z oun breman pell diouzoc’h, d’ar re ho deuz pec’het a‐ziaraog, koulz ha d’ar re all eo e scrivan kement‐man, mar teuan adare, na espernin hini anezhe, 3pa’z eo gwir e klaskit eur breuven ema ar C’hrist o komz dreizoun‐me, hen pehini n’eo ket sempl en ho kenver, mes a zo galloudus enoc’h. 4Rag petra‐benag ma’z eo bet crucifiet er zempladurez, koulskoude, ema beo dre c’halloud Doue; ha ni a zo sempl ive assambles ganthan, mes beva a raimp ganthan, dre c’halloud Doue en ho touez. 5Sellit enoc’h hoc’h‐unan, da velet ha c’houi a zo er feiz; en em eprouvit hoc’h‐unan; ha na anavezit‐hu ket hoc’h‐unan penaos ema Jesus‐Christ enoc’h? nemed reprouvet e vec’h marteze. 6Mes esper em euz ec’h anavezot penaos evidomp‐ni, n’omp ket reprouvet. 7Hag e pedan Doue na reot droug e‐bed; nann evit ma seblantfemp beza approuvet, mes evit ma reot ar pez a zo mad, ha pa dlefemp‐ni beza evel reprouvet hon‐unan. 8Rag n’hon euz galloud e‐bed a‐enep ar wirionez, mes evit ar wirionez. 9Hag hon euz joa o veza sempl, gant ma, viot krenv; hag ar pez a c’houlennomp digant Doue eo ma teufot da veza parfet. 10Abalamour da ze e scrivan an traou‐man pell diouzoc’h, evit ne rankin ket beza garo, pa vezin tost deoc’h, hervez ar galloud hen deuz roet an Aotrou d’in evit edifia, ha nann evit distruja.
11A‐hend‐all breudeur, bezit leun a joa; klaskit beza parfet; en em gonsolit an eil egile; bezit euz ar memeus santimant; bevit en peoc’h; ha Doue ar peoc’h hag ar garantez a vezo ganeoc’h. 12En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. An holl Zent a zalud ac’hanoc’h. 13Gras hon Aotrou Jesus‐Christ, karantez Doue, ha communion ar Spered‐Santel ra vezo ganeoc’h holl! Amen!
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.