1Plijet gant Doue ma supportfec’h eun neubeud va follentez! mes ive, me ho ped, supportit ac’hanoun. 2Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep‐ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist. 3Mes aoun em euz, ne c’hoarvezfe ganeoc’h evel gant Eva a oe tromplet dre finessa ar serpant, na deufe ho sperejou d’en em gorrompi en eur dilezel ar simplicite a zo er C’hrist. 4Rag, mar teufe unan‐benag da brezeg deoc’h eur C’hrist dishenvel ouz an hini hon euz‐ni prezeget, pe eur Spered all dishenvel ouz an hini hoc’h euz recevet, pe eun aviel dishenvel ouz an hini hoc’h euz digemeret, c’houi hen supportfe hep stourm. 5Mes me a istim n’ed oun bet, var boent e‐bed, disterroc’h eged ar re vrassa euz an ebestel. 6Mar d’oun zo‐ken, evit ar pez a zell al langach, evel eun den izel, n’ed oun ket evit ar pez a zell an anaoudegez; mes en em roet hon euz da anaoud en ho touez e pep doare hag e pep tra. 7Daoust ha me em befe great eur pec’hed oc’h en em izellaad va‐unan, evit ma vijec’h huelleet, o tond da annons deoc’h evit netra Aviel Doue? 8Lakeat em euz var an noaz an Ilizou all, o kemer diganthe peadra d’en em antreteni, evit ho servicha, ha pa’z oun bet en em gavet ezomec en ho touez, n’ed oun en em lakeat da veac’h var den; 9rag ar breudeur deuet euz a Vacedonia ho deuz pourveet d’am ezomou. Hag e pep tra ez oun bet en em viret, hag en em viroud a rin c’hoas da lakaad beac’h varnoc’h. 10Kemer a ran da dest gwirionez ar C’hrist, a zo enoun, den na viro ouzin ar veuleudiman e broiou an Akaia. 11Abalamour da betra? abalamour n’ho karan ket? Doue her goar. 12Mes ober a ran kementse, (hag hen ober a rin c’hoas), evit lemmel pep digarez digant ar re a glask digareziou, evit ma vezint kavet henvel ouzimp en traou euz a bere e tennont gloar. 13Rag ar seurt tud‐ze a zo fals‐ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel ar C’hrist. 14Ha kement‐se n’eo ket souezus, rag Satan he‐unan a zeu d’en em dic’hiza en eun eal a sclerijen. 15N’eo ket eta souezus mar deu he vinistred d’en em dic’hiza ive en servicherien ar justis; mes fin ar re‐man a vezo henvel ouz ho oberou.
16Hen lavaret a ran c’hoas: Diwallit na zeuio den d’am c’hemeret evel eun den foll; pe, da vihana, supportit ac’hanoun evel eun den foll, evit ma c’hellin ive en em c’hlorifia eun neubeudic. 17Ar pez a lavaran er fizians‐se gant pehini en em c’hlorifian, n’hen lavaran ket hervez an Aotrou, mes evel dre follentez. 18Pa’z eo gwir ez euz kalz hag a denn gloar hervez ar c’hig, me ive a denno gloar evelthe. 19Rag c’houi, o veza ma’z oc’h fur hoc’h‐unan, ec’h andurit hep poan ar re foll. 20Rag mar deu unan‐benag d’ho mestronia, mar deu unan‐benag d’ho tevori, mar deu unan‐benag da gregi enoc’h, d’en em zevel, d’ho skei var ho pizach, ec’h andurit kement‐se holl. 21Mêz em euz ouz hen lavaret, bet omp sempl; koulskoude, (breman e komzan evel eun den foll), kement tra a hell unan all credoud ober, me a gred ive hen ober. 22Hag int a zo Hebreed? me a zo ive. Hag int a zo Israelited? me a zo ive. Hag int a zo lignez Abraham? me a zo ive. 23Hag int a zo ministred ar C’hrist? (evel eun den foll e komzan), me a zo muioc’h c’hoas egethe; muioc’h dre al labouriou, kalz muioc’h dre ar gouliou, muioc’h dre ar prizoniou; 24alies en danjer ar maro; digant ar Judevien em euz bet beteg pemp gwech daou‐ugent taol scourjez nemed unan; 25teir gwech ez oun bet skoet gant bizier; eur vech ez oun bet meinet; teir gwech ez oun bet kollet var vor; tremenet em euz eun nozvez hag eun devez er mor doun; 26alies en hent; en danjer var ar steriou braz, en danjer a‐berz al laeron, en danjer e‐touez tud va bro, en danjer e‐touez ar Jentiled, en danjer er c’heariou, en danjer en dezertchou, en danjer var ar mor, en danjer e‐touez ar fals‐breudeur; 27er poaniou, el labouriou, er beilladennou alies, en naoun, er sec’hed, alies er iuniou, er ienien hag en noazder. 28Ha bemdez, hep komz euz an traou all, ez oun gwasket gant ar zourciou euz an holl Ilizou. 29Piou hen deuz poan, hep m’em euz‐me ive poan? Piou a zo scandalizet, hep ma teuan da zevi gant kement‐se? 30Mar d’eo red en em c’hlorifia, me en em c’hlorifio euz va infirmiteou. 31Doue pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, ha pehini a zo benniget da viken, a oar na lavaran ket a c’hevier. 32Er gear a Zamas, ar gouarner evit ar roue Aretas hen doa lakeat diwall kear an Damasiaded gant soudarded, evit gallout cregi enoun; 33mes dre eur prenest e oenn diskennet, en eur baner, a‐hed ar voger, hag e tec’hiz euz tre he zaouarn.