CHABISTR V.
1Evit ar pez a zell an amzeriou hag ar momanchou, breudeur, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h. 2Rag c’houi hoc’h‐unan a oar ervad, penaos deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz. 3Rag pa livirint: Peoc’h hag assurans! neuze eun distruj subit a zeuio varnezhe, evel ar gouentrou gant ar vreg a zo brazez; ha na echappint ket. 4Mes evidoc’h‐hu, breudeur, n’emoc’h ket en devalijen, evit ma teufe an deiz‐ze varnoc’h evel eul laer, 5rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen. 6Rag‐se na gouskomp ket evel ar re all, mes veillomp ha bezomp sobr. 7Rag ar re a gousk, a gousk en noz; hag ar re a zeu d’en em vezvi, hen gra en noz. 8Mes ni pere a zo euz an deiz, bezomp sobr, o veza gwisket gant cuirassen ar feiz, hag ar garantez, ha gant tok‐houarn an esperans euz ar zilvidigez. 9Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini a zo bet marvet evidomp, 10evit ma vevimp assambles ganthan, pe ni a vezo dihun, pe ni a vezo kousket. 11Rag‐se roit courach an eil d’egile, hag en em edifiit an eil egile, evel ma her grit ive.
12Hogen, ho pedi a reomp, breudeur, da gaoud respet evit ar re a labour en ho touez, hag a zo lakeat dreist‐hoc’h hervez an Aotrou, hag a zo ouz ho kelen, 13ha da gaoud ar brassa karantez evithe, abalamour d’ho labour. Bezit en peoc’h etrezoc’h. 14Ho pedi a reomp, breudeur, gourdrouzit ar re a zo direiz, consolit ar re a zo dinerz a galon, harpit ar re febl, bezit leun a batianted e‐kenver an holl. 15Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e‐kenver an holl.
16Bezit joaus bepred. 17Pedit heb ehan. 18Rentit grasou en pep tra; rag kement‐se eo bolontez Doue en Jesus‐Christ en ho kenver. 19Na vougit ket ar spered. 20Na zisprijit ket ar profesiou. 21Amprouvit an holl draou; dalc’hit stard ar pez a zo mad. 22En em virit euz a bep apparans a zrouk.
23Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he‐unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus‐Christ! 24An hini hen deuz ho kalvet, a zo fidel, hag ober a rai kement‐se.
25Breudeur, pedit evidomp.
26Saludit an holl vreudeur gant eur pok santel. 27Me ho ped stard dre an Aotrou, ma vezo lennet al lizer‐man d’an holl vreudeur santel.
28Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h! Amen.