I Corintied 6
CHABISTR VI.
1Pa zigouez da unan ac’hanoc’h kaoud eun affer aenep eun all, daoust hag hen a gred hen kas da veza barnet dirag an dud difeiz, kentoc’h eged dirag ar Zent? 2Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ar Zent a varno ar bed? ha mar barnit ar bed, hag indign oc’h‐hu da varn an traou distera? 3Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos e varnimp‐ni an elez? Kent a ze e varnimp‐ni traou ar vuez‐man! 4Mar hoc’h euz procejou evit afferou ar vuez‐man, e kemerit evit barnerien tud hag a zo disprijet gant an Iliz! 5Kement‐se a lavaran evit ho mêz. Daoust ha n’euz ket a dud fur en ho touez, hini e‐bed hag a helfe barna etre he vreudeur? 6Mes eur breur hen deuz eur proces aenep he vreur, ha kement‐se dirag an dud difeiz! 7Kaout procejou an eil a‐enep egile a zo dija eur gwall si en ho touez. Perag ne andurit‐hu ket kentoc’h e vez great gaou ouzoc’h? Perag ne andurit ket kentoc’h ar c’holl? 8Mes c’houi hoc’h‐unan eo a ra gaou, hag a ra koll, ha c’hoas d’ho preudeur! 9Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos an dud injust n’ho devezo ket rouantelez Doue en heritach?
10N’en em dromplit ket; nag an dud libertin, nag an idolatred, nag an avoultrerien, nag ar re en em ro d’al lubricite, nag ar sodomited, nag al laeron, nag ar re avarisius, nag ar mezverien, nag ar gwall‐deodou, nag ar re a chas ganthe ar pez n’eo ket dezhe, na heritint rouantelez Doue. 11Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel‐se; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.
12Pep tra a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudus; pep tra a zo permetet d’in, mes n’en em lakin esclav dindan hini. 13Ar boued a zo evit ar c’hov, hag ar c’hov evit ar boued; mes Doue a zistrujo an eil hag egile. Hag ar c’horf n’eo ket great evit al libertinach, mes evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf. 14Hogen Doue hen deuz resussitet an Aotrou, hag a resussito ive ac’hanomp‐ni dre he c’halloud. 15Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ho corfou a zo izili ar C’hrist? Daoust eta ha me a gemero izili ar C’hrist, evit ober anezhe izili eur plac’h a vuez fall? Doue ra viro! 16Petra, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos an hini en em ro da eur plac’h a vuez fall, ne ra nemed eur c’horf assambles ganthi? Rag scrivet eo: Ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep‐ken. 17Mes an hini a zeu d’en em unani gant an Aotrou, a ra eur memeus spered assambles ganthan. 18Tec’hit diouz al libertinach. Kement pec’hed all a ra an den, a zo en diaveaz euz ar c’horf; mes an hini a ra ar pec’hed hudur a bec’h aenep he gorf he‐unan. 19Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ho corf eo templ ar Spered‐Santel, pehini a zo enoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaos n’oc’h ket deoc’h hoc’hunan? 20rag c’houi a zo bet prenet gant eur priz braz; glorifiit eta Doue en ho corf hag en ho spered, pere a zo da Zoue.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.