LXXXVIII PSALM.
1Aotrou Doué va zilvidigez, kriet em euz etre-zeg enn-od a zoug ann deiz hag a-zoug ann noz.
2R’az ai va feden heteg enn-od; digor da skouam d’am gou-lenn.
3Rak va ené a zo leun a boan, ha va buez a dosta oud ar bez.
4Niveret ounn het gand ar ré a ziskenn er poull; deuet ounn evel eunn den diskoa-zel:
5Dieré e touez ar ré varo, evel ar ré lazet a gousk er be-siou, ha n’ez peuz koun mui anezho; hag hi a zo hannet euz da zourn.
6Va lekeat ec’h euz er poull izela, e deva-ligen hag enn dounderiou.
7Pounereet eo war-n-ounn da vuanegez: ha da holl goummou ec’h euz digaset war-n-oun. Selah. I
8Pelleet ec’h euz diouz-in ar ré am ana-veze; argarzet ounn bet evit hô: Serret ounn bet, ha na c’hel-lenn ket mond er-meaz.
9Gwen̄vet eo va daoulagad gand ar c’hlac’-har: kriet em euz etrezeg enn-od Aotrou hed ann deiz; astennet em euz va daouarn etrezeg enn-od.
10Ha te a rai hur-zudou e kenver ar ré varô; ha sevel a raio ar ré varo da veo evit ma veulint achanod? Selah.
11Hag unan-bennag a lavaro da drugarez er bez; ha da wirionez en distruich?
12Hag anavezet a vezo da vurzudou enn devalien, ha da justis e douar ann ankou-nac’h?
13Hogen me em euz kriet etrezeg enn-od O Aotrou; ha min-tin mad me a gennigo va feden d’id.
14Perag Aotrou, e tistolez-te-va ené? hag e tistroez da zaoula-gad diouz-in?
15Glac’haret ounn ha prest da vervel adal-ek va iaouan̄k-tiz: gouzanvet em euz da spountou, reustlet ounn.
16Da vuanegez vraz a zo tremenet enn-oun; da spountou ho deuz va zistolet.
17Deut int tro war dro d’in hed ann deiz evel dour; deut int holl tro war dro d’in.
18Pelleet ec’h euz diouz-in va min̄ouned, ha va c’herent, hag ivé ar ré a anaveze ac’hanoun a zo enn devalijen.