LXXXVI PSALM.
1Diskenn Aotrou, da skouarn, ha selaou ouzin; rak taventek ha paour ounn.
2Mir va ené, o veza ma ounn san̄t; saveté va Doué, da zervicher pehini a laka he fisi-ans enn-od.
3Az hez truez ouz-in Aotrou: o veza ma em euz kriet ouz-id hed ann deiz.
4Laouena ené da zervicher: o veza ma em euz savet va ené etrezeg enn-od o Aotrou.
5O veza Aotrou, ma oud mad hag hegarad, ha ma skulez kalz tru-garezou war ar re holl a c’halv ac’hanod.
6Ro skouarn Aotrou d’am peden; ha laka evez out mouez va goulenn.
7E deiz va enkrez em euz kriet etrezeg enn-od: o veza ma ec’h euz selaouet ouz-in.
8N’euz hini, henvel ouz-id O Aotrou, etou-ez ann douéed; ha n’euz ober e-bed hen-vel oud da oberiou.
9Ann holl vroadou ec’h euz great a zeui hag a azeulo dira-z-od Aotrou; hag hi a e-noro da hano.
10O veza ma-z oud hraz, ha ma rez bur-zudou; n’euz Doué e-bed nemed-od.
11Kas ac’hanoun Aotrou, enn da hent, hag ez-inn enn da wirionez: gra va c’haloun a-unan gan-id evit ma toujo da hano.
12Da veuli a rinn Aotrou va Doué a greiz va c’haloun hag ec’h enorinn da hano da vikenn.
13O veza ma eo hraz da drugarez em c’henver; ha ma ec’h euz tennet va ené euz ann ifern ann izela.
14O Doue ar ré fallagr a zo savet em-enep, ha strollad ar ré c’halloudek ho deuz klasket va ené: ha n’ho deuz ket da le-keat dira-z-ho.
15Hogen te Aotrou a zo eunn Doue true-zuz ha trugarezuz, hahask a leun a va-delez ha gwirion.
16Sell ouz-in hag az hez truez ouz-in: ro da c’halloud d’as zervicher ha dieuh mad da vatez.
17Graenn-oun eunn arouez er mad, evit ma vezo gwelet gand ar ré a gasa ac’hanoun, ha ma vezint goloet a vez; o veza Aotrou ma ec’h euz va skoa-zellet, ha va dichla-c’haret.