LXXI PSALM.
1Enn oud Aotrou em euz lekeat va fisians: ra na vezinn mezekeet da vikenn.
2Savete ac’hanoun enn da justis, ha di-eub ac’hanoun: stou da skouarn etrezeg enn-oun, ha savete ac’hanoun.
3Bez d’in eur roc’h hag eul leac’h kré, ec’h ellinn mont d’ezhi bepred: roet ec’h euz gourc’hemenn d’-am zavetei rak te eo va nerz ha va gwarez.
4O Doué tenn ac’-hanoun euz a zaouarn ar pec’her, euz a zaou-arn ann hini a ia a eneb al lezen, hag ann den fallagr.
5Rak te eo va espe-rans, o Aotrou Doué; va fisians oud Aotrou, adalek va iaounktiz.
6War n’oud ounn bet harp e kof va mamm: te ec’h euz tennet er meaz anez-han: me a veulô ac’hanod bepred.
7Evit eur burzud ounn het evit meur a hini: hogen te a zo bet eunn difenner kré evid oun.
8Ra vezo leûn va genou a veuleudi, evit ma kaniun hed ann deiz da c’hloar ha da vrasded.
9Na zistol ket ac’-hanoun enn amzer ar gozni, pa vezo gwanet va nerz na zilez ket ac’hanoun.
10Rak va enebourien ho deuz gwall gomzet ouz-in: hag ar ré a viré va buez a zalc’haz kuzul etre-z-ho,
11O Lavarout Doue en deuz he zilezet; heskinit-hen, ha pa-kit-hen: rak n’euz den evid tenna anez-han a hoan.
12O Doué na bella ket diouzin: o va Doué sell ouz-in, ha skoazel ac’hanoun.
13Ra vezo mezekeet ha dispennet ar ré a fell d’ezho tenna va buez digan-en; ra ve-zo gôloet a vez hag a vezegez ar ré a glask oher droug d’in.
14Hogen esperout a rinn bepred, ha me-uli a rinn achanod mui-oc’h-vui.
15Va genou a em-banno da justis ha da zilvidigez hed ann deiz; o veza na ana-vezann ket hô niver.
16E kerzinn e nerz ann Aotrou Doué: ha da justis hepken eo a veulinn.
17Va desket ec’h euz o Doué, adalek va iaounktiz: hag em-bannet em euz da vurzudou beteg-henn.
18Ha beteg ar goz-ni hag ann hir-hoal, o Doué, na zilez ket ac’hanoun, ken na ro-inn da anaout da nerz d’ar rumm a dle dont, ha da c’halloud.
19Da justis ivé o Doué u zo uc’hel me-urbed, rag great ec’h euz traou braz: o Doué piou a zo henvel ouz-id.
20Pegement a en krezou, hag a boaniou ec’h euz diskouezet d’-in; hag o tistrei ouz-in ec’h euz adarré roet ar vuez d’in; hag ec’h euz adarre va zennet euz a zounder ann-douar.
21Te a greskô ma veurded hag a’m zic’h-lac’haro c’hoaz.
22Rak me a veulô c’hoaz ac’hanod o Doué oc’h embanna da wiri-onez gant sôn ar bin-viou: kana a rinn d’id war ann delen o sant Israel.
23Va muzellou en em laouenaio pa ga-nann d’id; hag ivé va ené ec’h euz daspre-net.
24Ha va zeod a em-banno bemdez da jus-tis; pa vezo goloet a vez hag a zismegans ar ré a glask ôber drouk d’in.