Psalmou 57
LVII PSALM.
1Az pez truez ouz-iu o Doue, az pez truez ouz-in; rak va ené en deuz lekeat he fisians enn-od: en em denna a rinn e skeud da ziou-askel, na vezo eat ar reuziou ebiou.
2Me a grio oud Doue ann uc’hel meurbed; Doue pehini en deuz great vad d’in.
3Heu a gaso deuz ann en̄v ha va dieubô, hen a raio rebech d’ann hini a fell d’ez-han va lounka. Selah. Doué a zigaso he dru-garez hag he wirio-nez.
4Va ené a zo ek-reiz leoned: gourvezet ounn etouez ann en-tanerien; bugalé ann dud ho deuz dent evel armou ha saesiou: hag ho zeod a zo eur c’hle-zé lemm.
5En em zaô o Doué, dreist ann en̄vou; ha bezet da c’hloar enn douar holl.
6Eur roued ho deuz aozet out va zreid; ha va ené a oa kroum-met: eunn toull ho deuz kleusiet dira-z-ounn; hag int koue-zet enn-han. Selah.
7Aozet eo va c’ha-loun o Doué, aozet eo va c’haloun; me a ganô, hag a veulo ac hanod war ar binviou.
8Saô va gloar, savit va liren ha va zelen: me a zavô diouc’h ar mintin.
9Me a ansavo ac’ hanod Aotrou, e-touez ar boblou, hag e veu-linn ac’ hanod war ar binviou é-touez ar broadou.
10O veza ma eo sa-vet da drugarez be-teg ann en̄vou, ha da wirionez beteg arc’ho-abr.
11En em zao o Doué dreist ann en̄vou; ha bezit da c’liloar war ann douar holl.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.