XLIX PSALM.
1Holl boblou se-laouit ann dra man: roit skouarn, c’houi holl a choum er bed.
2Kenn tud dister, kenn tud braz: kenn tûd pinvidik, kenn tûd paour.
3Va genou a lavaro ar furnez: ha preder va c’haloun a vezo ar skiant.
4Presta a rinn va skouam d’ar barabo-len: hag e tisklerinn va lavar diez war ann delen.
5Perag em hefé-me aoun er gwall zeiz? pa ielo fallagriez va zeuliou trô war dro d’in?
6Ar ré a laka ho fisians enn ho madou, hag a fougé gand ho binvidegeziou braz:
7Nicun anezho na hell daspren he vreur, na roi da Zoué peadra da brena anezhan.
8(Rak ann dasprenn euz ho ené a zo pri-sius meurbed, ha na c’hell heza great da vikenn:)
9Evid lakaat anez-han da veva atao, ha na welfé ket ar vrei-nadurez.
10Hag hen̄ a wel ar ré fur o vervel; ann den diskiant ivé hag ar re foll a varvô assambles, hag hi a zilez hô madou gant ar ré all.
11Sonjal a reont e badô ho ziez da vi-kenn, hag ho zeltou a rumm-e-rumm: gand ho hanvou ho deuz hanvet ho douarou.
12Koulskoudé ann den o veza enn eno-riou na choum ket enn-hô: henvel eo oc’h al loened a varv.
13Ann hent-se pe-hini a heuliont eo ar fallagriez: ha c’hoaz ar ré war ho lerc’h en em blich enn ho lava-riou. Selah.
14Evel denved int lekeat er hez; ar maro ho debrô; hag ar ré just ho deve-zo galloud war-n-ezho dioc’h ar mintiu; hag ho gened a vezo peur-zevet er hez, euz ho ziez.
15Koulskoudé Doué a dennô va ené euz a challoud ar hez; pa en devezô va digeme-ret. Selah.
16N’az pez ked a aoun mar d’eo deuet pinvidig eunn den: ha mar d’eo kresket ar c’hloar enn he di.
17Rak pa vezo maro na gaso netra gant-han; hag he c’hloar na ziskenno ket gant-han.
18Rag endra ma voa beô hen, benniget en deuz he ené: hag ann dud a veulo a-c’hanod, pa ri vad d’id da unan.
19Mond a rai da gavout gwenn hé da-dou: ha da vikenn na welô mui ar goulou.
20Anu den pa vez enn enoriou, hag hep skiant, a zo henvel oud al loened peré a vezo distrujet.