Psalmou 48
XLVIII PSALM.
1Braz eo ann Aotrou, ha meulez meur-bed e kear hon Doué, war he venez santel.
2Al leac’h kaera euz ar vrô, levenez ann holl douar, eo menez Sion, kear ar Roué braz.
3Doué a zo anave-zet enn he halesou evid eunn digemer.
4Rak setu rouéed ann douar a zo en em strollet, eat int dreist a vanden.
5Pa ho deuz gwelet kement-se, int bet souezet; int bet reust-let, int bet keflusket.
6Ar chren a zo kro-get enn hô, ho foan a zo henvel oud hini eur c’hreg e gwillioud.
7Te a dorr listri Tarsis gand eunn avel gré euz a saô-heol.
8Evel ma hon euz klevet, evel-se hon euz gwelet é kear Aotrou ann armeou, e kear hon Doue; Doue he diazezo da vikenn. Selah.
9Gortozet hon euz o Doué, da drugarez e-kreiz da dempl.
10Evel ma ema da hanô o Doué evel-se ema da veûleudi beté penn ann douar; da zourn deou a zo leun a justis.
11R’en em laoue-naio menez Sion, ha ra dridô merc’hed luda, enn abek d’as pamiou Aotrou.
12Grid ann dro da Zion, kelc’hiet hi; niverit he zouriou.
13Sellit piz ouz he mogeriou, ha niverit lie falesou; evit ma la-varot kement-se d’ar rummou all.
14Rag hen-nez eo Doué, hon Doué ni davikenn; hen̄ a renô ac’hanomp heteg ar maro.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.