Psalmou 46
XLVI PSALM.
1Doué eo hon dige-mer, hag hon ners; lior skoazel, eaz braz da gaout enn enkre-zou.
2Rak-se n’hor bezo ket a aoun, ha pa ve keflusket ann douar; ha pa ve dizouget ar menesiou e kreiz ar môr.
3Ha pa rafé he zou-reier trouz, ha pa yent hejet, ha pa ve horjel-let ar ménésiou gand he nerz braz; Selah.
4Goesiou ar ster a laouenai kear Doué; leac’h santel euz ta-bernakl ann uc’hela.
5Enn he greiz ema Doué, ha dre-ze na vezo ket horjellet; ha Doué a skoazello a-nezhan adaleg goulou deiz.
6Ar broadou a zo het reustlet hag ar rouantelesiou a zo bet diskaret; he vouez en deuz roet, hag ann douar a zo bet teuzet.
7Aotrou ann ar-méou a zo gan-e-omp; Doué Iakob eo hon digemer. Selah.
8Deuit, ha gwelit oheriou ann Aotrou, ha penaoz en deuz great dismantrou war ann douar.
9Lakaat a ra da haouez ar brezeliou beté penn ann douar: ar wareg a dorro, ann artneou a vrevô: hag ann tirennou a zevô gand ann tân.
10Bezit sioul, ha gwelit penaoz eo me Doue: hueleet e ve-zinn e kreiz ar broa-dou, hueleet e vezinn enn douar holl.
11Aotrou ann ar-meou a zo gan-e-omp; Doué Iakob eo hon digemer. Selah.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.