Psalmou 19
XIX PSALM.
1Ann en̄vou a lavar gloar Doue; hag ann oabl steredet a zis-kouez oberiou he zaouarn.
2Ann deiz goudé ann deiz a embanno ar wirionez zé, bag ann noz goude ann noz a ro da anaout ar wiziegez-ze.
3N’euz iez e-bed n’enz komz e-bed, e peré na ve klevet hô mouez.
4Ho mouez a zo; bet klevet dre ann douar boll, bag ho geriou a zo eat beté penn ar bed. Lekeat en deuz enn hô eunn taber nakl-evid ann heol.
5Pehini ben̄vel oud eur pried a ia er-meaz euz ar gampr a brie-delez, hag e tilamm evel eunn den kré evid ober he reda-denn.
6Euz a eur peun euz ann en̄v e teu, hag ez a beteg ar penn all: ha n’euz netra kuzet oud he c’hrouez.
7Lezen ann Aotrou a zo dinam: trei a ra ann eneou; testeni ann Aotrou a zo feal; ar fumez a ro d’ar ré vihan.
8Lezennon ann Aotrou a zo eéun; laouenaad a reont c’halonou; gourc’hem-enn ann Aotrou a zo pūr; skleraad a za ann daoulagad.
9Doujans ann Ao-trou a zo santel; padoud a ra e amze-riou ann amzeriou: bamou ann Aotrou a zo gwir, ha just enn-hô ho unan.
10Hetusoc’h int eget kalz a aour, ia eget kalz a aour pur; ha c’houekoc’h eget mél ha dirennou mél.
11Dre-z-ho ivé da zervicher a zo skleri-jennet: hag oc’h hô mirout e kav eur gohr braz.
12Piou a anavez he zrougiez? glan ac’hanoun euz ar ré a zo kuzet enn-oun.
13Mir da zervicher diouch pec’hejou great dre orgouil; ra na zeuint ket da drec hi ac’hanoun: neuzé e vezinn dinam hag e vezinn glanet euz a eur gwall-braz meur-bed.
14Ra vezo geriou va genou, ha sonch va c’haloun hetuz dira-z-od, o Aotrou va skoazel, ha va dasprener.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.