CXLIV PSALM.
1Benniget ra vezo ann Aotrou, va nerz, en deuz desket stourm d’am daouarn, ha d’am biziad brezellekaat.
2Va zrugarez ha va digemer; va gwarezer ha va dieuber; va skoazeller, hag enn-han em euz lekeat va fisians; hen a laka va fobl da blega dindan-ounn.
3Aotrou petra eo ann den ma oud en em roet da anaout d’ezhan? pe mab aun den, ma talc’hez stad anezhan?
4Ann den a zo deu-et henvel oc’h netra; he zeisiou a dremen evel eur skeud.
5Aotrou, izela da envou, ha diskenn; sko war ar menesiou hag e tivogedint.
6Laka da lugerni da luc’hed, ha strink anezho; kas da virou, hag ho devezo enkrez.
7Astenn da zourn diwar-laez: dieub ac’hanoun, ha savete ac’hanoun euz a zoureier braz; euz a zourn mipien a-zia-veaz;
8E genou peré eo deuet geriou orgouil-luz; dourn deou peré a zo eunn dourn a zislealded.
9Me a gano d’id o Doué eur ganaouen nevez; war eul liren dek korden e kaninn d’id.
10Te a ro ar zilvi-digez d’ar rouéed; te en deuz dieubet David da zervicher di-ouc’h ar gwall glezé.
11Dieub ac’hanoun, ha tenn ac’hanoun euz a zourn mipien a ziaveaz, e genou peré a zo deuet geriou or-gouilluz, dourn deou peré a zo eunn dourn a zislealded.
12Evit ma vezo hor mipien evel planten-nou nevez enn ho iaouanktiz; evit ma vezo hor merched e-vel mein korn, kin-klet ha kempennet ec’hiz eur palez.
13Evit ma vezo leûn hor c’haviou, o veza dastumet pep seurt traou enn-ho: evit ma kresko hon loened dre vil ha dek mil enn hor parkou.
14Evit ma vezo hon ejenned kref da laboura; evit ma na vezo ket a zifreuz enn hor c’hear, na war-n-hi; na kri ehet enn hor ruou.
15Euruz eo ar bobl en deuz kement-se: ia, euruz eo ar bobl enn deuz ann Aotrou da Zoue.