Psalmou 143
CXLIII PSALM.
1Aotrou, selaou out va peden: laka dai ziskouam da evesaat out va goulenn: her-vez da wirionez selaou ouz-in, hervez da lealded.
2Ha na zeu ket e barn gand da zervi-cher: rak den heo e-hed na vezo kavet just dira-z-od.
3Kag ann enebour en deuz heskinet va éné; gwasket en deuz va buez beteg ann douar: va lekeat en deuz enn devalien, e-vel ar ré a zo maro meur a vloaz zo.
4Ha va spered a zo bet ankeniet braz; ha va c’haloun a zo bet reustlet em c’hreiz.
5Deuet eo koun, d’in euz ann deisiou koz; lakaat a rann doun da holl oheriou e va spered; hag evez a daolann oud labou-riou da zaouarn.
6Astenn a rann va daouarn etrezeg enn-od; va ené a zo dira-z-od evel eunn douar dizour. Selah.
7Hast Aotrou, selaoui ouz-in; fata a ra va spered; na zis-tro ket da zaoulagad diouz-in, pe e vezinn henvel oud ar re a ziskenn er poull.
8Ro da glevout d’in diouc’h ar mintin da drugarez, rag enn-od em euz lekeat va fisi-ans; ro da anaout d’in ann hent e pehini e tleann, balea; o veza ma em euz savet va ene etrezeg enn-od.
9Dieub achanoun Aotrou, diouch va enebourien; war-zu enn-oud Aotrou ec’h en em droann.
10Desk d’in ober da ioul; o veza ma eo te va Doue: da spe-red mad a gaso ac’hanoun enn eunn douar éeun.
11Evit gloar da ha-no O Aotrou dalch ac’hanoun beo: her-vez da lealded tenn va ené euz ann en-krez.
12Dre da drugarez distruch va enebou-rien, ha kas da goll ar ré a enkrez va ené: o veza ma ounn da zervicher.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.