CXXXII PSALM.
1Bez koun Aotrou euz a Zavid, hag euz he holl ankeniou.
2Evel ma en deuz touet d’ann Aotrou, ha ma en deuz great he westl da Zoué gal-loudek Iakob.
3N’az inn ket e telt va zi: na bin̄inn ket war ar gwelé e pehini e kouskann.
4Ne laoskinn ket va daoulagad da gous-ket, na kroc’hen va daoulagad da voredi.
5Ken n’ani hezo kavet eul leac’h evid ann, Aotrou, eunn ta-bernakl evid Doué Iakob.
6Chetu hon euz klevet penaoz edo e Efrata: he c’havet hon euz e mesiou ar c’hoad.
7Mond a raimp enn he dabernakl: he a-zeuli a raimp el leac’h e pehini eo bet diaze-zet he dreid.
8Sao Aotrou, enn da ehan, te hag arc’h da zantelez.
9Ra wisko da ve-leien al lealded, ha ra drido da zent.
10Abalamour da Zavid da zervicher, na distol ket dremm da eoliet.
11Aim Aotrou en deuz touet ar wirio-nez da Zavid, ha na vezo ket touellet gant-han; frouez da gov a likinn war da gador.
12Ma vir da vugalé va allians, ha va zes-teniou a zeskinn d’ez-ho, ho bugalé ivé a azezo da vikenn war da gador.
13Rag ann Aotrou en deuz dibabet Sion; he dibabet en deuz evit choum enn-hi.
14Eno e vezo va e-han da vikenn; eno e chouminn, o veza ma em euz he dibabet.
15He vagadurez a venniginn kré: bara e roinn d’he feorien ho gwalc’h.
16He beleien a wis-kinn gant silvidigez; hag he sent a lamo gant triderez.
17Eno e likinn kom David da zevel; eur c’hleuzeur em euz great d’am eoliet.
18He enebourien a c’holoin a vez: hag he gurunen a lugerno war-n-ezhan.