Psalmou 128
CXXVIII PSALM.
1Euruz eo ar ré holl ho deuz doujans ann Aotrou, hag a vale enn he henchou.
2Rak labour da za-ouam e tebri; euruz oud; hag ervad e ve-zo d’id.
3Da c’hreg a vezo evel eur winien a zoug kalz a frouez war gostesiou da di: da vugalé enn dro d’as taol evel plan-tennou gwez olivez.
4Evel-se eo, e vezo benniget ann den a zouj ann Aotrou.
5Ann Aotrou a vennigo ac’hanod euz a Zion: ha te a welo madou Ieruzalem e holl zeisiou da vuez.
6Ha te a welo mi-pien da vipien; hag ar peoch war Israel.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.