CXVI PSALM.
1Karout a rann ann Aotrou, o veza ma en deuz selaouet mouez va feden.
2O veza ma en deuz troet he skouam etre-zeg enn-oun; gervel a rinn anezhan em holl zeisiou.
3Gloasiou ar maro a zo deut enn dro d’in; ha gwallou ann ifem ho deuz va c’ha-vet Ann enkrez hag ar boan em euz kavet.
4Neuzé em beuz galvet hano ann Aotrou: O Aotrou, dieub va éné.
5Trugarezuz ba just eo ann Aotrou, hag hon Doue a zo leun a druez.
6Ann Aotrou a vir ar ré vihan: izeleet ounn bet hag hen en deuz va dieubet.
7Distro, va ene d’as ehan; rag ann Aotrou en deuz great vad d’id.
8Rak tennet en deuz va ené euz ar maro, va daoulagad euz ann daerou, va zreid euz al lamm.
9Balé a rinn gant ann Aotrou, é douar ar re veô.
10Kredet em euz, rag-se em euz komzet: bogen gwall enkrezet ounn bet.
11Me em euz lavaret em hast pep den a zo gaouiad.
12Petra a roinn me d’ann Aotrou, evit kement en deuz roet d’in.
13Kop ar zilvidigez a gemerinn; hag é c’halvinn hano ann Aotrou.
14Va gwestlou a roinn d’ann Aotrou dirag he holl bobl.
15Talvouduz-braz eo dirag ann Aotrou maro he zent.
16O Aotrou, o veza ma ounn da zervicher, ma ounn da zervicher, ha mab da vatez; te ec’h euz torret va ereou.
17Me a gennigo d’id eunn hostiv a veuleu-di; hag e c’halvinn hano ann Aotrou.
18Va gwestlou a roinn d’ann Aotrou dirag he holl bobl.
19E porched ti ann Aotrou, enn da greiz o Ieruzalem. Meulit ann Aotrou.