CHAB. VIII.
1HOGEN, Doue a zeuaz da zonj d’ezhan euz a Noe, hag euz an holi loened gwez hag euz an holl auevaled donv a oa ganthan en arc’h. Ha Doue a lakeaz eun avel da dremen dreist an douar, hag an doureier a izelaaz.
2Ha mamennou an dour doun, ha ranvellou an env a zeuaz da zerri; hag e tavaz ar glao.
3Hag ec’h eaz kuit an doureier divar an douar; derc’hel a rejont da vond; hag a-ben deg dervez ha seiz ugent an doureier a goazaz.
4Hag er seizved miz, er seitegved dervez euz ar miz, an arc’h a stokaz hag a joumaz var menez Ararat.
5Hag an doureier a ieaz en eur goaza, beteg an degved miz. D’an degved miz, d’an deiz kenta euz ar miz, e tizoloaz kern ar meneziou.
6Hag a-ben daou-ugent dervez, e tigorraz Noe ar prenestr hen doa great var an arc’h.
7Hag e laoskaz ar vrân; hou-man a nijaz kuit hag a zalc’haz da darnijal, ken a oe dizec’het an doureier divar an douar.
8Neuze e laoskaz ar goulm a oa ganthan evit gwelet ha koazet braz e oa an doureier divar c’horre an douar.
9Mes ar goulm ne gavaz leac’h e-bed da bozi he zreid, hag a zistroaz d’he gavoud en arc’h; rag an douar a oa c’hoas goloet holl gant an dour. Ha Noe a astennaz he zorn, a dapaz crog enhi, hag he digassaz ganthan en arc’h.
10Hag e c’hortozaz c’hoas seiz dervez all, ha neuze e laoskaz adarre ar goulm er meaz euz an arc’h.
11Hag ar goulm a zistrcaz d’he gavoud var-dro an abardaez; na setu ma oa ganthi en he beg eun delien olived nevez distaget; ha Noe a velaz dre eno e oa koazet an doureier var an douar.
12Gortoz a reaz c’hoas seiz dervez all; hag e laoskaz ar goulm; mes hou-man na zistroaz ket d’he gavoud.
13Er c’hiz-ze, d’ar bloaz c’houec’h cant unan euz a vuez Noe, d’ar miz kenta, ha d’an deiz kenta euz ar miz, e c’hoarvezaz ma oe dizec’het, an doureier divar an douar; ha Noe a zilammaz kuit golo an arc’h hag a zellaz er meaz; ha setu ma oa erru seac’h an douar.
14D’an eil miz, d’ar seizved var-n’ugent dervez euz ar miz e teuaz an douar da veza seac’h.
15Neuze Doue a gomzaz ouz Noe, en eur lavaret:
16Deuz er meaz euz an arc’h, te, da c’hreg, da vibien, ha gragez da vibien assambles ganez.
17An holl anevaled a zo ganez, euz a bep wenn, ken lapoused, ken loened, hag an holl ampre-vaned a ia dre ruza var an douar, gra d ezhe dond er meaz ganez; ra zeuint da c’holo an douar, da greski ha da zevel stank var an douar.
18Ha Noe a zeuaz er meaz, hag he vibien, he c’hreg, ha gragez he vibien ganthan.
19An holl anevaled, an holl amprevaned hag an holl lapoused, kement a ia en eur ruza var an douar, pep hini anezhe hervez he wenn, a zeuaz er meaz euz an arc’h.
20Ha Noe a zavaz eun aoter d’an Aotrou; hag e kemeraz euz a bep aneval pur, hag euz a bep lapous pur, hag e c’hoffras sacrifiçou dre dan var an aoter.
21Hag an Aotrou a glevaz ar c’houez vad, hag a lavaraz en he galon: Breman ne daolin ken va malloz var an douar abalamour d’an den; rag ar sonjezonou euz a galon an den a zo fall adaleg he yaouankiz; ha ne skoin raui hivizi-ken an holl draou beo evel raam euz great.
22Keit ha ma pado an douar, an amzer da hada ha da vedi, ar ienien hag an domder, an hanv hag ar goanv, an noz hag an deiz, a zeui an eil var lerc’h egile heb ehan e-bed.