CHAB. XLI.
1C’HOARVEZOUD a reaz, a-ben daou vloaz goude-ze, m’hen doe Pharaon eun hunvre: Sonjal a rea d’ezhan e oa en he za tost d’ar ster.
2Ha setu ma save euz ar ster seiz bioc’h kaer ha lard, hag e peurent var an tachennou glaz.
3Ha setu seiz bioc’h-all divalo ha treut a zave ive euz ar ster var-lerc’h ar re-ze, hag int o tond hag o chom en ho za e-kichen ar zaoud-all var bord ar ster.
4Hag ar zaoud divalo ha treut a zebraz ar seiz bioc’h kaer ha lard. Ha Pharaon a zihunaz.
5Hag e chomaz adare kousket, hag e huu-vreaz eur vech-all. Ha setu ma velaz seiz pen ed druz ha kaer o sevel var ar memes korzen.
6Ha goude, setu seiz pen treut ha devet gant an avel-zuill euz ar Zav-heol a oa o tiwan e-kichen ar re-ze.
7Hag ar pennou-ed treut a lounkaz ar seiz pen druz ha leun: ha Pharaon a zihunaz adare, ha kement-se a oa eun hunvre.
8Ha var-dro ar mintin he spered a oa trubuil-let; hag e kassaz tud da c’hervel an holl magicianed hag an holl dud gwiziec euz an Egypt, ha Pharaon a gontaz d’ezhe he hun-vreou; mes nicun anezhe na helle rei d’ezhan sclerijen e-bed.
9Neuze servicher braz ar gwin a gomzaz ouz Pharaon, en eur lavaret: Breman e teu da zonj d’in euz va fec’hejou.
10Pharaon a ieaz droug en’han ouz he zervicherien, hag a lakaz teurel er prizon cabitan he zoudarded, servicher braz ar bara ha me.
11Hon daou hor boe, er memes nosvez, bep a hunvre; hag hon hunvreou a roe da zantoud ar pez a dlie c’hoarvezoud gant peb hini ac’ha-nomp.
12Hogen, beza e oa eno gan’eomp eun den yaouank, eun Hebread, servicher da gabitan ar zoudarded; hag e contjomp d’ezhan hon hun-vreou, hag he-man ho displegaz d’eomp. Da bep hini e roaz eun displeg hervez he hunvre.
13Hag e c’hoarvezaz an traou evel m’hen doa discleriet d’eomp: me a zo bet lakeat adare ebarz em c’harg, hag egile a zo bet crouget.
14Neuze Pharaon a gassaz tud da e’hervel Joseph, hag e oe kerc’het buhan euz ar prizon; troc’het e oe d’ezhan he varo, ha chencbet he zillad, hag e teuaz da gavoud Pharaon.
15Ha Pharaon a lavaraz da Joseph: Me em euz bet eun hunvre, ha na gavan den d’hen displega d’in. Mes lavaret a zo bet d’in, n’ec’h euz nemed klevet eun hunvre evit galloud hen displega.
16Ha Joseph a respontaz da Pharaon en eur lavaret; N’e ket me, mes Doue eo a lavaro da Pharaon ar pez a zo da c’hoarvezoud ganthan.
17Ha Pharaon a lavaraz da Joseph: Setu aman va hunvre: E oan em za e-kiehen ar ster.
18Ha setu ma save euz ar ster seiz bioc’h lard ha kaer, hag e peurent var an tachennou glaz.
19Ha setu seiz bioc’h-all a zave var ho lerc’h ken dister, ken treut ha ken askornec, n’am euz biskoas gwelet en Egypt ar seurt d’ezhe.
20Hag ar zaout treut hag askornec a lounkaz ar seiz bioc’h lard,
21ha pa oe eat ar re lard e kov ar re dreut, ar re-man ne oant tam e-bed leunoc’h da velet, chom a rejont ken treut ha biskoas.
22Neuze e tifuniz. Gwelet a riz c’hoas, en eur hunvreal, seiz pen ed leun ha kaer o sevel var ar memes korzen.
23Ha goude, setu seiz pen goullo, treut ha devet gant an avel-zuill euz ar zav-heol, o tizac’ha e kichen ar re-ze.
24Hag ar pennou treut a louukaz ar seiz pen kaer. Contet em euz kement-se d’ar magicianed; mes n’euz hini anezhe da c’halloud hen displega d’in.
25Ha Joseph a respontaz da Pharaon: Daou hunvre ar Roue na reont nemed unan; dre an hunvreou-ze Doue hen deuz discleriet da Pharaon petra ema o vond da ober.
26Ar seiz bioc’h lard a zo seiz bloavez, hag ar seiz pen ed a zo seiz bloavez ive; ar memes hunvre eo an dra-ze.
27Hag ar seiz bioc’h treut hag askornec, pere a zave var lerc’h ar re-ze, hag ar seiz pen goullo ha devet gant an avel-zuill euz ar zav-heol, a zo seiz bloavez; ar seiz bloavez-ze a vezo bloaz-vechou a zienez.
28Setu eta ar pez em euz lavaret da Pharaon: Doue hen deuz roet da anaoud da Pharaon ar pez eraa o vond da ober.
29Setu o tond seiz bloavez a binvidigez vraz dre holl vro an Egypt.
30Mes var ho lerc’h e teuio seiz bloavez a zienez; hag an holl binvidigez-se a vezo ankounac’het e bro an Egypt; ar vro a vezo dizec’het gant an dienez.
31Hag an abondans, a vezo bet diaraog, na chomo netra outhi er vro, dre ar gernez-ze a zeuio var-lerc’h; rag honnez a vezo eur gwall gernez.
32Ha pa’z eo deuet an hunvre-ze diou wech da Pharaon, an dra-ze a siskouez e fell da Zoue e choarvezfe evel-se, hag ema prest da lakaad an traou-ze da zond.
33Ra zeui eta Pharaon da choaz eun den gwiziec ha fur, ha d’hen lakaad da c’houarn var bro an Egvpt.
34Ra zeuio Pharaon da lakaad ive offiserien var ar vro, ha da gemeret ar pempved loden euz ar pez a broduo an Egypt, epad ar seiz bloavez binvidigez.
35Ha ra zeuint da zastum ar bevans euz ar seiz bloavez mad a zo erru breman, ha da zastum gwiniz da lakad dindan dorn Pharaon, bevans er c’heariou, ha d’ho diwall mad.
36Hag ar bevans-ze a vezo lakeet a-gostez evit ar vro, ken a vezo deuet ar seiz bloavez kernez a dle dond var an Egypt, evit na varvo ket tud ar vro gant an dienez.
37Ar c’homzou-man a blijaz da Pharaon ha d’he holl zervicherien.
38Ha Pharaon a lavaraz d’he zervicherien: Daoust ha ni a helfe kavoud euu den evel he-man, ha spered Doue ganthan?
39Ha Pharaon a lavaraz da Joseph: Pa hen deuz roet Doue d’id da anaoud an traou-ze, n’euz den par d’id e skiant hag e furnez.
40Te eo a vezo mestr var va zi, ha va fobl holl a zento euz da gomzou. Ne vezo nemed an tron am lako huelloc’h eged’oud.
41Neuze Pharaon a lavaraz da Joseph: Sell, da lakaad a ran da vestr var holl bro an Egypt.
42Neuze Pharaon a lammaz ar walen divar he zorn, hag e lakaz anezhi var hini Joseph; hag e c’hourc’hemenaz he viska gant dillad lien fin, hag e lakeaz d’ezhan eur chaden aour endro d’he c’houzoug.
43Lakaad a reaz ive anezhan da biguat var he eil carros; hag araog ar c’harroz e vije tud o crial: D’an daoulin! Hag e lakaz anezhan da vestr var holl bro an Egypt.
44Ha Pharaon a lavaraz da Joseph: Me eo Pharaon! den na finvo na dorn na troad dre an Egypt nemed dre da urzou.
45Ha Pharaon a roaz da Joseph an hano a Tsophnath-Paneach (souten ar vuez), hag e roaz dezhan da chreg Asnath, merc’h da Botiphera, belegeuz a On (Hieropolis). Ha Joseph a ieaz da vizita bro an Egypt.
46Hogen, tregont vloaz hen devoa Joseph pa oe digasset dirag Pharaon, roue an Egypt. Joseph a ieaz eta kuit a-zirag Pharaon, hag a ieaz dre holl vro an Egypt.
47Hag an douar a broduaz trevajou braz epad ar seiz vloaz abondans.
48Ha Joseph a zastumaz an holl vevans savet e bro an Egypt epad ar seiz bloavez-ze; hag e lakaz ar bevans er c’heariou, e pep kear ar bevans euz an douar a oa endro dezhi.
49Ha Joseph a zastumaz kenient a winiz ma oant evel an treaz euz riblen ar mor; kement a oa, ken ne hellet mui o c’honta, rag re a oa anezhe.
50Hogen araog ma c’hoarvezaz ar bloavez kernez e c’hanaz da Joseph daou vab, a oe ganet d’ezhan gant Arnath, merc’h Potiphera, beleg On.
51Ha Joseph a hanvaz ar c’henta ganet Manasse (an hini a laka da ankounac’haad); rag Doue, eme-z’han, hen deuz great d’in ankounac’haad va foaniou ha ti va zad.
52Hag ech hanvaz an eil Ephraïm (diou wech frouezuz), rag Doue, eme-z’han, hen deuz va lakeat da veza frouezuz e bro va anken.
53Neuze ec’h achuaz ar seiz bloavez abondans a oa digouezet e bro an Egypt.
54Hag ar seiz vloavez kernez a gommansaz da zond, evel m’hen doa lavaret Joseph. Hag an dienez a oe en holl vroiou; mes dre vro an Egypt holl e oa bara.
55Ha pa deuaz holl vro an Egypt da veza en dienez, ar bobl a griaz da Pharaon evit kaoud bara. Ha Pharaon a respontaz d’an holl Egyptianed: It da gavoud Joseph; grit ar pez a lavaro d’ehoc’h.
56An dienez a oe eta var ar vro holl, ha Joseph a zigoraz an holl grignolou, hag a verzaz ed d’an Egyptianed. Hag an dienez a boueze pouner var bro an Egypt.
57Hag a bep bro e teue an dud d’an Egypt da brena ed digant Joseph; rag an dienez a oa braz dre ar bed holl.