CHAB. XXXIV.
1HOGEN, Dina ar verc’h a oa bet ganet gant Lea da Jacob a ieaz er meaz da velet merc’hed ar vro.
2Ha Sichem, mab da Hemor, an Heviau, prins euz ar vro, a velaz anezhi, a laeraz anezhi, a gouskaz ganthi, hag a forsaz anezhi.
3He galon a dommaz ouz Dina merc’h Jacob, caroud a reaz anezhi, hag he gomzou a douchaz calon ar plac’h yaouank.
4Ha Sichem a gomzaz da Hemor, he dad, hag a lavaraz d’ezhan: Ro d’in ar plac’h yaouank-se da bried.
5Hogen Jacob a ouezaz e oa bet dishenoret Dina he verc’h gant Sichem; mes he vibien a oa o tiwall al loened er peuri, ha Jacob a davaz ken na oent distro.
6Koulsgoude Hemor, tad Sichem, a ieaz er meaz da gavoud Jacob evit komz ganthan.
7Ha mibien Jacob a zistroaz euz ar meaziou kerkent ha ma klevjont an dra-ze; hag ar oazed-ze a oe ankeniet braz, hag ez eaz droug enhe abalamour d’an divaloach hen doa great Sichem en Israel, en eur gousket gant merc’h Jacob, ar pez ne dliet ket da ober.
8Hag Hemor a gomzaz outbe en eur lavaret: Kalon va mab Siehem a zo en em dommet ouz ho merc’h; roit anezhi d’ezhan, me ho ped, da bried.
9Bezomp kerent dre zimeziou; roit d’eomp-ni ho merc’hed, ha kemerit hon re.
10Hag e c’helloc’h dond da chom en hon touez; hag ar vro a vezo en ho kalloud; grit ho temeurans en’hi, conversit enjhi, ha prenit en’hi danvez.
11Ha Sichem a lavaraz da dad ha da vreudeur ar plach yaouank: Ra gavin trugarez dira-z’hoc’h; ha me a roio ar pez a leverot.
12Goulennit diganen leve braz ha presanchou; ha me a roi evel ma leverot d’in; mes roit d’in ar plac’h yaouank da bried.
13Neuze mibien Jacob a respontaz gant finessa da Sichem ha da Hemor he dad; komz a rejont evel-hen abalamour m’heu doa dishenoret Dina ho c’hoar.
14Lavaret a rejont d’ezhe: Rei hor c’hoar da eun den ha n’eo ket circoncizet a zo eun dra ha n’hellomp ket da ober, rag eur vêz e vefe deomp.
15Ne gonsantimp d’ar pez a c’houlennit nemed dond a rafec’h da veza henvel ouz’omp en eur circonciza pep mal en ho touez.
16Neuze ni a roi d’ehoc’h hor merc’hed hag a gemero ho mere’hed evid omp; hag e raimp hon demeurans gan’ehoc’h, ha ne vezimp mui nemed eur bobl hepken.
17Mes ma ne fell ket d’ehoc’h selaou achanomp hag en em circonciza, ni a gemero hor merc’h hag a ielo kuit.
18Hag ho c homzou a blijaz da Hemor ha da Sichem, mab Hemor.
19Hag an den yaouank ne zaleaz ket da ober an dra-ze; rag merc’h Jacob a blije d’ezhan. Hogen he-man a zalc’he e peb tra ar pen kenta e ti he dad.
20Hemor ha Sichem, he vab, a zeuaz eta e-tal dor ho c’hear hag a gomzaz ouz tud ho c’hear, en eur lavaret:
21An dud-ze a zo tud didrouz ha douget evi-d’omp; lezomp anezhe da chom er vro ha da drafica enhi. Ar vro a zo frank ha braz awalc’h evithe; ni a gemero ho merc’hed, hag a roio d’ezhe hor merc’hed.
22Mes ne gonsantint da chora da ober ar memes pobl ganeomp, nemed circoncizet e vezfe peb mal en hon touez, evel ma’z int circoncizet ho-unan.
23Ho chatal, ho holl madou, hag ho holl loened ha na vezint ket d’eomp? Sevenomp ganthe hep-ken an dra-ze, ha lezomp anezhe da chom ganeomp.
24Hag ar re holl a iea er meaz dre zor ho c’hear a zentaz ouz Hemor hag ouz Sichem, he vab, ha peb goaz hag a iea er meaz dre zor kear a oe circoncizet.
25Hag e c’hoarvezaz d’an trede deiz, pa oa choas gwiridic ho gouliou, ma teuaz daou a vibien Jacob, Simeon ha Levi, breudeur Dina, da gemeret peb hini eur c’hleze, ha d’en em deuler dizonj var ar gear, hag e lazchont kement goaz a oa en’hi.
26Laza a rejont gant ho c’hleze Hemor ha Sichem, he vab; hag e kemerjont Dina euz a di Sichem, hag ez ejont kuit.
27Mibien Jacob en em daolaz var ar re vlesset hag a laeraz kement a gavchont e kear, abala-mour ma oa bet dishenoret ho c’hoar.
28Hag e kemerjont ho loened, ho ejened hag ho azened, kement a oa e kear ha var ar meaz;
29kas a rejont ganthe, an holl vadou ho doa laeret, hag an holl vugale vihan, hag ar gra-gez ha kement a oa en ho ziez.
30Neuze Jacob a lavaraz da Simeon ha da Levi: Va c’harget hoc’h euz a nec’hamant en eur denna var-n’oun kassoni tud ar vro-man hag hini ar Gananeed hag ar Pherezied. Me n’em euz nemed eun niver bihan a dud; ar re-ze eu em glevo, kweza a raint var-n’omp hag e vezin dismantret ha va holl dud ganen.
31Hag iut a respontaz: Daoust ha dleet e oa ober d’hor c’hoar-ni evel pa vije bet eur plac’h fall?