CHAB. XIX.
1HOGEN var-dro an abardaez an daou eal a erruaz e Sodom; ha Lot a oa azezet e-tal dor kear. Ha Lot a velaz anezhe, hag e savaz evit mond d’ho c’havoud, hag e stouaz dirazhe beteg an douar.
2Hag e lavaraz: Me ho ped, aotronez, deuit da loja da di ho servicher, ha tremenit eno an noz, ha gwalc’hit ho treid; ha varc’hoaz vintin, c’houi a zavo hag a gendalc’ho var hoc’h hent. Mes int a lavaraz: Nann, tremen a raimp an noz var ar ru.
3Mes hen a zalc’haz kement var-n’ezhe, ma’z ejont da loja ganthan ha ma c’hantrejont en he di. Hag e reaz evithe eur fest, hag e lakeaz da boazat bara heb goel, hag e tebrjont.
4Ne oant ket c’hoas eat da gousket, ma teuaz ar oazed euz ar gear-ze, goazed Sodom, da ober an dro d’an ti, adaleg an den yaouank beteg an hini koz, an holl bobl assambles.
5Hag o c’hervel Lot, e leverjont d’ezhan: E peleac’h ema ar oazed a zo deuet en noz-man en da di? Digas anezhe er meaz evit m’ho anavezimp.
6Neuze Lot a icaz er meaz d’ho c’havout, hag e serraz an nor var he lerc’h,
7hag e lavaraz d’ezhe: Na rit ket, me ho ped, va breudeur, na rit ket ar pez a zo fall.
8Setu aman: Me em euz diou verc’h, en ho gwerc’hded; ho digas a rin d’ehoc’h, hag e reoc’h dezhe ar pez a blijo ganeoc’h; mes na rit netra d’ar oazed-ze, pa’s int deuet dindan va zoen.
9Mes int a lavaraz d ezhan: Tec’h ac’halese. He-man, eme-z’he, a zo deuet aman euz eur vro-all hag a fell d’ezhan ober al lezen var-n’omp-ni. Mad! Ni a rai d’id gwassoc’h eged d’ar re-ze. Hag o cregi e Lot euz ho holl nerz, e tostajont evit divarc ha an or.
10Mes an daou den-ze, oc’h asten ho daouarn er meaz, a dennaz Lot en ti, hag a zerraz an or.
11Neuze e lakejont da goll ho gwelet ar re a oa er meaz, adaleg ar bihana beteg ar brassa, en hevelep doare ma teujont da skuiza o klask an or.
12Neuze e leverjont da Lot: Piou ec’h euz choas aman euz da gerent? Mab-kaer, mibien, merc’hed, ha kement a zo d’id, er gear-man, laka anezhe holl da vond kuit ac’halen.
13Rag mond a reomp da zistruja ar gear-man, rag ar c’hlem a-enep an dud-man a zo braz dirag an Aotrou, hag hen he-unan hen deuz digasset ac’hanomp evit he distruja.
14Neuze Lot a ieaz er meaz hag a gomzaz ouz he vibien-kaer a oa dimezet d’he verc’hed, hag e lavaraz d’ezhe: Savit, it er meaz euz al leac’h-man, rag an Aotrou a ia da zistruja ar gear-man. Mes he vibien-kaer a zonjaz d’ezhe e oa oc’h ober goab.
15Ha pa oa deuet an deiz, an elez a boursue var Lot en eur lavaret: Sav, kemer da c’hreg ha da ziou verc’h, a zo aman, gant aoun na zeufez da berissa da unan assambles gant ar gear-man.
16Hag o veza ma talee, an daou den-ze a grogaz en he zorn; cregi a rejont ive e dorn he c’hreg, hag he ziou verc’h, rag an Aotrou a felle d’ezhan espern anezhan; hag e kasjont anezhan ganthe, hag hen lakjont er meaz a gear.
17Hogen kerkent ha m’ho doa lakeet anezhe er meaz a gear, unan anezhe a lavaraz: Saveta da vuez; na zell ket var da lerc’h ha na chom a za e neb-leac’h euz ar blenen; tec’h kuit var ar menez gant aoun ne zeufez da berissa.
18Ha Lot a respontaz: Nann Aotrou, me az ped; ne c’hourc’hemen ket d’in viond keit-se.
19Setu da zervicher hen deuz kavet gras dirag da zaou-lagad, ha diskouezet ec’h euz da vadelez em c’henver en eur zavetaad d’in va buez. Mes ne hallin biken en em denna var ar menez heb ma teui ar walen d’am skei, hag e varvin.
20Setu aman, mar plij ganez, ar gear-man; tost awalc’h eo evit mond da glask repu enhi, hag eur gear vihan eo; lez ac’hanoun me az ped, da glask repu enhi; ha n’ed eo-hi ket bihan awalc’h? hag e savetein va buez.
21Hag an eal a lavaraz d’ezhan: Mad! selaouet em euz c’hoas da beden var gement-se, ha na zistrujin ket ar gear-ze euz a behini ec’h euz komzet.
22Hast buhan mond d’ar gear-ze; rag ne hellan ober netra, ken a vezi en em gavet eno. Abalamour ma’z eo bihan eo hanvet ar gear-ze Tsoar (Bihanic).
23Pa oa an heol o sevel var an douar, Lot en em gavaz en Tsoar.
24Neuze an Aotrou a lakeaz da gweza var Sodom ha Gomorrh glao souffr ha tan, digasset euz an env aberz an Aotrou.
25Hag e tistrujaz ar c’heariou-ze hag ar blenen holl, holl dud ar c’heariou, ha kement planten a oa en douar.
26Mes greg Lot a zellaz var he lerc’h, hag e oe troet en eur statu haolen.
27Hag Abraham a zavaz abred euz ar beure, hag a zeuaz el leac’h ma oa bet chomet da gomz gant an Aotrou.
28Hag e sellaz etrezeg Sodom ha Gomorrh ha var ar blenen tro-var-dro, hag e velaz o sevel euz an douar eur vogeden evel moged eur forn.
29Hogen pa zeuaz Doue da zistruja ar c’heariou euz ar blenen, e teuaz sonj d’ezhan euz a Abraham, hag e telivraz Lot diouz reuz ar c’heariou-ze, leac’h ma oa bet o chom.
30Ha Lot a zavaz euz a Tsoar, hag a ieaz da chom er menez gant he ziou verc’h, rag aoun hen doa o chom e Tsoar; hag e reaz he zemeurans en eur c’havern, hen hag he ziou verc’h.
31Hag ar verc’h hena a lavaraz d’an hini yaou-anka: Hon tad a zo koz, ha n’euz den var an douar da zond etrezeg enomp hervez ar c’hustum euz an holl vroiou.
32Deuz, roomp gwin da eva d’hon tad, ha kous-komp ganthan, ma c’hellimp derc’hel ar wenn euz hon tad.
33Lakaad a rejont eta ho zad da eva gwin en noz-ze. Hag ar verc’h hena a deuaz hag a gouskaz gant he zad; mes hen ne zantaz ket p’heur ez eaz hi da gousket na p’heur e savaz.
34Hag an deiz varlerc’h, ar verc’h hena a lavaraz d’an hini yaouanka: Setu em euz kousket an noz tremenet gant va zad; lekeomp anezhan c’hoas da eva gwin en noz-man; ha neuze kea-te da gousket ganthan, hag ec’h hellimp derc’hel ar wenn euz hon tad.
35Lakaad a rejont eta c’hoas en noz-ze ho zad da eva gwin. Hag an hini yaouanka a zavaz hag a ieaz da gousket ganthan; mes hen na ouvezaz na pegoulz ez eaz-hi da gousket, na pegoulz e savaz.
36Ha diou verc’h Lot en em gavaz dougerezed euz ho zad.
37Hag ar verc’h hena he doe eur mab hag a hanvaz anezhan Moab (deuet euz a eun tad); hennes eo tad ar Moabited beteg hirio.
38Hag an hini yaouanka ive he doe eur mab hag e c’halvaz anezhan Ben-Ammi (mab va fobl). Hennes eo tad bugale Ammon beteg hirio.