CHAB. XIII.
1Hag Abram o tond euz an Egypt, gant he c’hreg ha kement hen devoa, ha Lot ive assambles ganthan, a ieaz var-zu ar C’hreiz-deiz.
2Hogen Abram o oa pinvidik meurbed en he loened, en arc’hant hag en aour.
3Neuze e tistroaz var he giz dre an hent ma oa deuet euz ar c’hreiz-deiz da Vethel, beteg al leac’h ma oa bet he danten er pen kenta, etre Bethel hag Aï;
4el leac’h ma oa an aoter hen doa great diaraog, hag Abram en em erbedaz eno ouz an Aotrou.
5Hogen Lot, pehini a oa gant Abram, hen doa ive denved eujened ha tantennou.
6Hag ar vro ne oa ket braz awalc’h d’ezhe evit chom assambles; rag ker braz oa ho madou, ne hellent mui chom an eil e-kichen egile.
7Ac’hane e savaz disput etre ar zervicherien a ziwalle loened Abram, hag ar re a ziwalle loened Lot. Hogen ar Gananeed hag ar Pherezeed a oa neuze oc’h ober ho demeurans er vro-ze.
8Hag Abram a lavaraz da Lot: Miromp, me az ped, ne vez disput e-bed etre me ha te, nag etre va messaerien ha da re-te, rag ni a zo breudeur.
9Daoust ha n’ema ket ar vro holl diraz’oud? Pella diouz’in; mar kemerez an tu kleiz, me a ielo a-zeo; ha mar kemerez a-zeo, me a ielo a-gleiz.
10Neuze Lot, o sevel he zaou-lagad a velaz holl blenen ar Jourdan eur blenen pehini, (araog m’hen doe an Aotrou distrujet Sodom ha Gomorrh) a oa doureet pen-da-ben beteg Tsoar, evel jardin an Aotrou, evel bro an Egypt.
11Ha Lot a choazaz evithan holl blenen ar Jourdan hag ez eaz var-zu ar zav-heol; hag e tispartijont an eil diouz egile.
12Abram a chomaz e douar Canaan, ha Lot a ieaz da chom er c’heariou euz ar blenen, hag a zavaz he dantennou beteg Sodom.
13Hogen bourc’hisien Sodom a oa tud fall, ha pec’herien vraz dirag an Aotrou.
14Hag an Aotrou a lavaraz da Abram goude ma oe dispartiet Lot diganthan: Sav eta da zaou-lagad ha sell, deuz al leac’h ma’z oud, etrezeg an Hanter-noz, etrezeg ar C’hreiz-deiz, etrezeg ar Zav-heol, hag etrezeg ar C’huz-heol;
15rag an holl vro a velez a roin d’id, d’id ha d’ar wenn ac’hanoud da viken.
16Ha me a lako da vugale da zond ker stank ha poultren an douar; mar gell unan-benag counta ar boultren divar an douar, neuze e vezo gou-vezet ive an niver euz da lignez en da c’houde.
17Sav, bale dre ar vro a-dreuz hag a-hed; rag me hen roio d’id.
18Neuze Abram a zavaz he dantennou ac’hane, hag a zeuaz da chom e-tal ar gwez dero, a zo e bro Mamre, e douar Hebron, hag e savaz eno eun aoter da Zoue.